Konrad Fiałkowski

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Konrad Fiałkowski e 2014.

Konrad Rafał Fiałkowski, bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1939 e Lublin (Polonia) hag aet da Anaon d'an 23 a viz Du 2020 e Vienna (Aostria), a oa un ijinour arbennik war ar stlenneg, ar sturoniezh hag ur skrivagner polonek skiant-faltazi.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ kroget gant e studi en e gêr c'henidik e tapas e zoktorelezh e Varsovia e 1964 a-raok dont da vezañ kelenner eno.
N'eo nemet adalek 1956 ma krogas da sevel danevelloù, embannet er gelaouenn Dookoła Świata peurgetket. Ne skrivas nemet daou romant skiant-faltazi : Homo Divisus (embannet e miz Genver 1981 e Varsovia) hag Adam, jeden z nas (embannet e 1986).


Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.svg Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.