René Barjavel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | René Barjavel |
Anv ganedigezh | René Henri Gustave Barjavel |
Anv-bihan | René |
Anv-familh | Barjavel |
Deiziad ganedigezh | 24 Gen 1911 |
Lec'h ganedigezh | Nyons |
Deiziad ar marv | 24 Du 1985 |
Lec'h ar marv | 14th arrondissement of Paris |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Bellecombe-Tarendol |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | kazetenner, romanter, senarioour(ez), skridvarnour, skrivagner skiant-faltazi |
Implijer | Le Journal du Dimanche, Je suis partout |
Lec'h labour | Frañs |
Deroù ar prantad labour | 1942 |
Dibenn ar prantad labour | 1985 |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Tachenn | skiant-faltazi |
Prizioù resevet | prix des Libraires |
René Gustave Henri Barjavel (Nyons, 24 a viz Genver 1911 – Paris, 24 a viz Du 1985) a oa ur skrivagner hag ur c'hazetenner gall. Ur senarioour hag un emzivizour evit ar sinema e voe ivez.
Brudet eo dre e romantoù skiant-faltazi ha moliac'h (fantasy) ma tiskouez bezañ ankeniet gant ar deknologiezh pa ne c'hall mui mab-den he mestroniañ. Lod dodennoù a gaver meur a wech en e oberennoù : diskar ur sevenadur en abeg da c'halloud re vras ar skiant, follentez ar brezel, ha peurbadelezh ar garantez. Barzhoniel ha hunvreüs e oa e zoare da skrivañ ; war dachenn ar brederouriezh hag an ekologiezh e oa aet ivez.
E 1944, en e romant S-F Le Voyageur imprudent, e voe René Barjavel unan eus ar skrivagnerien gentañ oc'h ober gant diac'hinad an tad-kozh : a-greiz beajiñ en amzer, an haroz a varv goude lazhet e dad-kozh — ne c'hall ket an haroz bezañ bet ganet neuze.
Buhez ha respet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Nyons e voe ganet René Barjavel d'ar 24 a viz Genver 1911, d'ar pober Henri Barjavel ha d'e bried Marie Paget. Unnek vloaz e oa René pa varvas e vamm diwar "kleñved ar c'housk" (trypanosomiasis), degaset gant soudarded a oa bet en Afrika e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. Nevez-intañv e oa an tad pa werzhas e stal kent mont da davarnour, e Nyons bepred.
Goude ar skol kentañ-derez e Nyons ec'h eas René Barjavel d'ur skolaj e Cusset e bannlev Vichy (Allier). Tapet gantañ e vachelouriezh e voe paotr e vil micher e-pad berr amzer : diwaller en e skolaj, kefridier en ur gevredad diloc'hel, kelenner prevez war ar saozneg (na ouie ket gwall vat) hag implijer en un ti-bank. D'e 18 vloaz ec'h eas da gazetenner er Progrès de l'Allier. E-kerzh e labour eno ec'h aozas prezegennoù ; unan diwar-benn ar skrivagnerez Colette a voe danvez e levr kentañ, un arnodskrid anvet Colette à la recherche de l'amour (1934).
Da-geñver ur brezegenn e Vichy e 1935 e reas René Barjavel anaoudegezh gant an embanner belgiat Robert Denoël (1902-1945), a oa staliet e Paris. Goude lennet an danevell eus e brezegenn hag eus e etreweladenn gant R. Barjavel e voe pedet hennezh da zilezel ar Progrès evit mont da labourat en ti-embann, ar pezh a eure ar skrivagner yaouank hep termal.
Er bloaz 1936 e timezas gant Madeleine de Wattripont, a oa genidik eus Belgia ivez. Daou vugel o devoe : Renée e 1937 ha Jean e 1938. E dibenn ar bloaz 1937 ivez e kendiazezas ar gelaouenn lennegel La Nouvelle Saison gant an dramaour Jean Anouilh (1910-1987) ; seizh niverenn a voe embannet, betek miz Gouhere 1939.
E miz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed, ha kaset e voe René Barjavel, 28 vloaz, d'an talbenn evel korporal er melestradur en ur rejimant zouaved, a oa troadeien e Lu Afrika. Disoudardet e voe goude faezhidigezh Bro-C'hall e 1940, ha distreiñ da Nyons a eure. Dilabour en em gave, peogwir e oa bet serret ti-embann R. Denoël e Paris, engalvet ma oa bet ar rener e lu Belgia. Faezhet Belgia e voe addigoret an ti-embann e miz Here 1940, hogen rediet e voe da genlabourat gant Wilhelm Andermann, un embanner alaman, ha da embann skridoù kenlabourerezhourien evel Louis-Ferdinand Céline ha René Brasillach. René Barjavel a voe anvet da rener al lennegezh e ti Denoël. E 1942 e voe karget da reiñ lañs d'un dastumad evit ar yaouankizoù, La Fleur de France, en enor da harozed Bro-C'hall ; en dastumad-se ec'h embannas unan eus e oberennoù : Roland, le chevalier plus fier que le lion (1942).
E 1943 e voe embannet e ti Denoël ar c'hentañ romant skiant-faltazi skrivet gant R. Barjavel, Ravage ; Roman extraordinaire e oa an istitl, pa oa dianav c'hoazh an termen science-fiction e Bro-C'hall d'ar mare-se ; anticipation a veze lavaret. Berzh a reas ar romant, neuze e stagas R. Barjavel da skrivañ ur romant S-F all, Le Voyageur imprudent, a voe embannet a-bennadoù e Je suis partout, ur sizhunieg kenlabourerezhour renet gant R. Brasillach, adalek ar 24 a viz Gwengolo 1943[1] betek ar 14 a viz Genver 1944[2]. Tri istor berr gant René Barjavel a voe embannet ivez er gelaouenn-se : Les mains d'Anicette[3], La fée et le soldat[4] ha Péniche[5] ; e 1945 e voent bodet en teskad La fée et le soldat.
E 1944 e teuas e ti Denoël ul levrig (109 fajenn) gant R. Barjavel a-zivout ar sinema, Cinéma total – Essai sur les formes futures du cinéma ma rakwelas ar sinema e bos hag al liesvedia.
Goude Dieubidigezh Paris (25 a viz Eost 1944), ar mizieg Les Lettres Françaises, unan eus kelaouennoù ar Rezistañs, a embannas « listenn du » ar skrivagnerien genlabourerezhour, savet gant an aozadur anvet Comité National d'Épuration ; René Barjavel a oa el listenn-se, met didamallet e voe gant ar skrivagner Georges Duhamel (1884-1966), a oa e penn ar Poellgor-se. Robert Denoël a voe taget ivez, dre m'en devoa kenlabouret gant un Alaman hag embannet skridoù Céline ha Brasillach ; direizh e oa, pa oa bet rediet da genlabourat gant W. Andermann ha p'en devoa embannet skridoù Louis Aragon hag Elsa Triolet. Lamet e voe digantañ e garg en ti-embann hag anvet ur merer en e lec'h, an embanner gall Samuel "Maximilien Vox" Monod (1894-1974, breur an naturour Théodore Monod). Peogwir e veze dalc'het S. Monod betek re gant e labour dezhañ e lezas René Barjavel da ren an ti Denoël. Robert Denoël a voe galvet dirak al lez-varn, hogen muntret e voe d'an 2 a viz Kerzu 1945.
Goude ar brezel ec'h adkrogas René Barjavel gant e labour filmvarnour ha gant skrivañ levrioù (La fée et le soldat, 1945 ; Tarendol ha Les enfants de l'ombre, 1946). Adalek 1947 e stagas gant skrivañ emzivizoù evit ar sinema (Paysans noir, sevenet gant George Régnier, 1948)[6], hag er bloaz 1948 ivez ec'h embannas ur romant S-F all, Le diable l'emporte. E 1949 e kemeras perzh e senario ur film all, Donne senza nome, sevenet gant Géza von Radványi (1950)[7].
Diwar ar re labourat hag en abeg d'un dorzhellegezh e rankas mont da ziskuizhañ e 1950 ; e-pad ar prantad-se e prientas e vuhezskrid Journal d'un homme simple (1951). En hevelep bloaz e stagas gant pennadoù er gazetenn Carrefour a-zivout barn abadennoù skingomz.
Adalek 1951 hag ar film Le petit monde de Don Camillo (Julien Duvivier,1952)[8] e troas ar skrivañ seniariooù hag emzivizoù da labour pennañ René Barjavel betek kreiz ar bloavezhioù 1960. E dibenn ar bloavezhioù 1950, daoust d'e labour evit ar sinema, ec'h adkrogas gant ar skiant-faltazi dre ar gelaouenn Fictions ma'z embannas tri istor berr e 1958, 1961 ha 1962. Adalek 1965 e pellaas diouzh ar sinema hag e troas war-du al lennegezh en-dro : er bloaz 1966 ec'h embannas un arnodskrid usvedoniel anvet La faim du tigre ; d'ar mare-se e tivizas dilezel e anv-bihan evit sinañ e levrioù « Barjavel » hepken.
D'ar mare-se ivez e tistroas d'ar c'hazetennerezh : pennadoù a-zivout abadennoù skinwel e Le Journal du Dimanche, pennadoù all e France-Soir, un abadenn er skingomz Radio-Télé-Luxembourg (RTL).
E 1967 (13 Meurzh – 8 Mae) e voe gwelet war ar chadenn skinwel c'hall ar c'hentañ stirad S-F a voe skignet e Bro-C'hall, Commando spatial - La Fantastique Aventure du vaisseau Orion, a oa bet azaset gant R. Barjavel diwar ar stirad alaman Raumpatrouille - Die phantastischen Abenteuer des Raumschiffes Orion (1966), a c'hoarvez er bloaz 3000.
E 1968 e teuas er-maez e romant La nuit des temps, skrivet diwar ur senario a oa bet nac'het en abeg da goust ar film. En hevelep bloaz e labouras evit ur film a-zivout al luskad hippie, Les chemins de Katmandou (André Cayatte, 1969)[9] ; diwar senario ar film e skrivas ar romant heñvelanvet (1969 ivez).
E 1970 e skrivas ur pezh-c'hoari, Madame Jonas dans la baleine, na voe c'hoariet nemet 60 gwech ; adc'hoariet e voe e 1977 evit ar skinwel, ha René Barjavel a dennas dioutañ danvez e romant Une rose au paradis (1981).
E 1974 e voe embannet romant kentañ ar stirad Les dames à la licorne, kenskrivet gant Olenka De Veer ; e 1977 e teuas an eil er-maez, Les jours du monde, hag O. De Veer a skrivas he-unan an trede ha diwezhañ, La Troisième Licorne (1979).
Ul levr a-zivout menoioù ekologour ar skrivagner, Lettre ouverte aux vivants qui veulent le rester, a voe embannet e 1978 e ti Albin Michel.
E 1980 e voe azasaet e romant Tarendol (1946) evit ar skinwel dre ziv rann, sevenet gant Louis Grospierre gant harp R. Barjavel. Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 ec'h adkrogas da skrivañ romantoù S-F : Une rose au paradis (1981) ha La tempête (1982) ; e 1984 e voe L'enchanteur, ur romant awenet gant mojenn Arzhur.
Er bloaz 1985 e voe embannet e romant diwezhañ, La peau de César, a zo ur romant polis. E dibenn ar bloavezh-se, d'ar 24 a viz Du, e voe sammet gant un taol-kalon goude un devezhiad en ur skolaj gant kelennerien ha skolajidi. E bered Bellecombe-Tarendol (Drôme) emañ e vez.
E miz C'hwevrer 1986, goude tremenvan René Barjavel eta, e voe embannet Demain le paradis.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Romantoù S-F ha moliac'h
- 1943 : Ravage (Ravage /1)
- 1944 : Le voyageur imprudent (Ravage /2)
- 1948 : Le diable l'emporte (Monsieur Gé /1)
- 1962 : Colomb de la Lune
- 1968 : La nuit des temps
- 1973 : Le grand secret
- 1974 : Les dames à la licorne (Les dames à la licorne /1)[10] ; Les jours du monde (Les dames à la licorne /2)[10]
- 1977 : Les jours du monde (Les dames à la licorne /2)[10]
- 1981 : Une rose au paradis (Monsieur Gé /2)
- 1982 : La tempête
- 1984 : L'enchanteur
- Istorioù berr
- 1945 : Béni soit l'atome ; Péniche
- 1958 : Monsieur Charton
- 1959 : Colomb de la Lune
- 1962 : L'homme fort
- 1974 : Elle ; La couleuvre ; La créature ; La fée et le soldat ; Le papillon ; Le prince blessé ; Le têtard ; Les enfants de l'ombre ; Les lionnes ; Les loups ; Les mains d'Anicette ; Monsieur Lery
- 2016 : Ravage (arroud)
- Romantoù all
- 1942 : Roland, le chevalier plus fier que le lion
- 1946 : Tarendol
- 1969 : Les chemins de Katmandou
- 1985 : La peau de César
- Teskadoù
- 1974 : Le prince blessé
- 1998 : Béni soit l'atome et autres nouvelles
- Dastumadoù
- 1995 (dalif) : Romans extraordinaires ; Romans merveilleux
- Emvuhezskridoù
- 1951 : Journal d'un homme simple
- 1980 : La charrette bleue
- Arnodskridoù
- 1934 : Colette à la recherche de l'amour
- 1944 : Cinéma total – Essai sur les formes futures du cinéma
- 1966 : La faim du tigre
- 1978 : Lettre ouverte aux vivants qui veulent le rester
- 1986 (dalif) : Demain le paradis
Sinema ha skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1948 : Paysans noir (sevenet gant George Régnier)
- 1949 : Donne senza nome (Géza von Radványi)
- 1951 : Saint-Louis, ange de la paix (Robert Darène)
- 1952 : Le petit monde de Don Camillo (Julien Duvivier)
- 1953 : Les Hommes de fer (René Barjavel) ; Monsieur Lune habille son fils (René Barjavel) ; La grande aventure (Arne Sucksdorff) ; Les Vittelloni (Federico Fellini) ; Le témoin de minuit (Dimitri Kirsanoff) ; Le Retour de Don Camillo (Julien Duvivier) ; L'Étrange désir de Monsieur Bard (Géza von Radványi) ; Nuits andalouses (Ricardo Blasco ha Maurice Cloche)
- 1954 : Le mouton à cinq pattes (Henri Verneuil); Saturnin le poète (Jean Tourane)
- 1955 : Les chiffonniers d'Emmaüs (Robert Darène) ; Don Camillo et Peppone (Carmine Gallone)
- 1956 : Décembre, mois des enfants (Henri Storck) ; Goubbiah, mon amour (Robert Darène) ; Les aventures de Till l'Espiègle (Gérard Philipe ha Joris Ivens) ; La terreur des dames (Jean Boyer)
- 1957 : L'homme à l'imperméable (Julien Duvivier) ; Le cas du docteur Laurent (Jean-Paul Le Chanois)
- 1958 : Les misérables (Jean-Paul Le Chanois) ; Parisien malgré lui (Camillo Mastrocinque) ; Femmes d'un été (Gianni Franciolini)
- 1959 : Mademoiselle Ange (Géza von Radványi)
- 1960 : Boulevard (Julien Duvivier) ; La grande vie (Julien Duvivier)
- 1961 : Don Camillo... Monseigneur ! (Carmine Gallone)
- 1962 : Le Diable et les dix commandements (Julien Duvivier) ; Conduite à gauche (Guy Lefranc)
- 1963 : Chair de poule (Julien Duvivier) ; Le Guépard (Luchino Visconti)
- 1965 : Don Camillo en Russie (Luigi Comencini)
- 1966 : Comment j'ai appris à aimer les femmes (Luciano Salce)
- 1967 : Commando spatial - La Fantastique Aventure du vaisseau Orion (Rolf Honold ; stirad skinwel)
- 1969 : Les chemins de Katmandou (André Cayatte)
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kichen e labour evel senariouour hag emzivizour e skrivas René Barjavel pozioù un nebeud kanaouennoù evit filmoù.
- 1954 : Beau dimanche (sonerezh gant Joe Hajos, er film Saturnin le poète)
- 1955 : Le Ciel de chez moi (Joseph Kosma, er film Les chiffonniers d'Emmaüs) ; Compagnon va ton chemin (Joseph Kosma, idem)
- 1956 : Le chant des gueux (Georges Auric, er film Les aventures de Till l'Espiègle)
- 1957 : Deux enfants dans un jardin (Pierre Kasty, bet enrollet gant André Claveau ha Janine Micheau)
- 1970 : Chanson pour une princesse (Hubert Léonhardt, bet enrollet gantañ dindan an anv Herbert Léonard)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Delord-Pieszczyk, Laurence. L'oeuvre de René Barjavel : de la science-fiction au Moyen-Äge, ou, l'itinéraire d'une symbolique. Villeneuve d'Ascq : Presses Universitaires du Septentrion, 1998 (ISBN 978-2-284-00366-3)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) 'Le Barjaweb'. Kavet : 15/03/2022.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 'Je suis partout niv. 633, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
- ↑ (fr) 'Je suis partout niv. 648, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
- ↑ (fr) 'Je suis partout, 24/03/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
- ↑ (fr) 'Je suis partout, 18/06/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
- ↑ (fr) 'Je suis partout, 3/09/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
- ↑ (fr)
- ↑ (fr)
- ↑ (fr)
- ↑ (fr)
- ↑ 10,0 10,1 ha10,2 Kenskrivet gant Olenka De Veer.