Doris P. Buck

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Nuvola apps konquest.svg
Doris P. Buck
DorisPitkinBuck1920.png
E Bryn Mawr College, 1920
Ganedigezh 3 Genver 1898
New York City
Stad New York New York
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv 4 Kerzu 1980

Micher Aktourez
Kelennerez
Skrivagnerez
Barzhez
Luskad Skiant-faltazi
Yezh Saozneg SUA
Floruit 1952-1980

Doris Pitkin Buck (New York City, New York, 3 a viz Genver 18984 a viz Kerzu 1980) a oa ur skrivagnerez skiant-faltazi stadunanat.

E 1920 e tapas un aotreegezh e Bryn Mawr College, ur skol-veur merc'hed e Pennsylvania, hag e 1925 he devoe ur master e Skol-veur Columbia e New York.
Un aktourez c'hoariva e oa pa zimezas gant Richard Buck ; goude-se ez eas da gelennerez war ar saozneg e Skol-veur Stad Ohio.

Unan eus diazezerien ar gevredigezh Science Fiction and Fantasy Writers of America (SFWA) e voe e 1965.

Kalz istorioù ha barzhonegoù skiant-faltazi zo bet skrivet gant Doris P. Buck, un darn vras anezho er gelaouenn The Magazine of Fantasy & Science Fiction (MF&SF).
Er gelaouenn-se e voe embannet hec'h istor kentañ, Aunt Agatha ("Moereb Agatha"), e miz Here 1952, pa oa 54 bloaz, Diuzet e voe hec'h istor The Little Blue Weeds of Spring (MF&SF Mezheven 1966) evit Priz Nebula 1967 SFWA[1].
Meur a istor sinet Doris P. Buck zo bet enlakaet e teskadoù skiant-faltazi, evel Why They Mobbed the White House en Orbit 3 Damon Knight e 1968, The Giberel e New Dimensions 1 Robert Silverberg (1971) ha Cacophony in Pink and Ochre e The Last Dangerous Visions Harlan Ellison[2],[3].

Betek 1975 e skrivas Doris P. Buck istorioù SF, ha barzhonegoù SF a skrivas betek he marv e 1980 ; dalif eo embannadur he barzhoneg diwezhañ, Travel Tip, a voe embannet e MF&SF Mezheven 1981.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) ISFDb. Kavet : 16/04/2022.
  2. Diuzet e 1979, biskoazh embannet ; e 2018 e varvas H. Ellison ; e wirieien o deus roet da c'houzout e vije embannet an teskad e 3 levrenn
  3. (en) On Finishing The Last Dangerous Visions. Kavet : 16/04/2022.


Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.svg Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.