Terry Pratchett

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Terry Pratchett
Terry Pratchett
Terry Pratchett
Anv ofisiel Terence David John Pratchett
Ganedigezh 28 a viz Ebrel 1948
Beaconsfield
Marv 12 a viz Meurzh 2015
Yezh skrivañ Saozneg
Luskad lennegel Skiant-faltazi, Fantasy
Enorioù Prizh British Science fiction
Urzh an impalaeriezh saoz (1998)
Oberennoù pennañ


Terence David John Pratchett, ent-berr Terry Pratchett, a zo ur skrivagner saoz ganet d'an 28 a viz Ebrel 1948 e Beaconsfield (Buckinghamshire), ha marvet d'an 12 a viz Meurzh 2015.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ oberenn Pratchett e oa un danevell: The Hades Business, embannet e-barzh kelaouenn e skol p'en doa 13 vloaz. Gounezet en devoa 14 £ (lur saoz) hag adembannet e voe e 1961 e-barzh ar gelaouenn Science Fantasy. Skrivañ a reas da c'houde Night Dweller e miz Du 1965 e-barzh niverenn 156 New Worlds.

Goude ur bloaz studi war an arzoù, an istor hag ar saozneg, e krogas da labourat e 1965 evel kazetenner evit ar Bucks Free Press: « I started work one morning and saw my first body three hours later. » («Kroget e oan da labourat ur mintinvezh ha teir eur goude em eus gwelet ma c'horf marv kentañ.»). Kemer a rae kentelioù kazetennerezh ha saozneg e-pad e amzer vak.

A-drugarez d'e labour kazetenner e voe kaset da atersiñ Peter Bander Van Duren diwar-benn ul levr embannet gantañ. Van Duren a oa isrener un ti-embann bihan eus Gerrards Cross: Colin Smythe Limited. Komz a reas neuze eus ul levr en doa skrivet, The Carpet People, hag a voe embannet.

E 1970 e kuitaas Bucks Free Press evit labourat er Western Daily Press, a-raok distreiñ d'an hini kentañ e 1972 evel skoazeller war ar skridaozañ. Cheñch a reas c'hoazh ur wech e 1973, ar wech-mañ evit Bath Chronicle. E 1980 e voe karget eus daremprederezh ar Central Electricity Generating Board (burev an energiezh) war un dachenn el lec'h ma oa meur a greizenn nukleel.

Kuitaat a reas e labour er CEGB e 1987 rak merzhet en doa e c'houneze muioc'h a arc'hant gant e skridoù eget gant e labour. Adalek ar mare-se e skrivas daou levr bep bloaz.

Resev a ra Urzh an impalaeriez saoz e 1998 evit e servij d'al lennegezh, lavarout a reas kerkent d'ar mediaioù: « I suspect the 'services to literature' consisted of refraining from trying to write any. » (« Damgrediñ a ran ez eo bet roet ar servijoù-se din a-benn ampechiñ ac'hanon da skrivañ »).

D'an 11 a viz Kerzu 2007 e kemennas Pratchett e oa-eñ tizhet gant ur stumm ral eus kleñved Alzheimer. Tri miz goude, e miz Meurzh 2008, e roas ur milion a zollared d'an "Alzheimer's Research Trust". Spontet eo ne vefe budjed ar c'hlask war kleñved alzheimer nemet 3% eus hini ar c'hign-bev.

E 2009 e teu Terry Pratchett da vezañ Marc'heg Urzh an Impalaeriez Saoz. Bevañ a reas e fin e vuhez e Wiltshire gant Lyn, e wreg.

Ar pezh en deus graet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.svg Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.