Kelaouenn
Iskevrennad eus | mareadeg, Media, mediaoù, print-native publication, kazetenn |
---|---|
Model item | El Comité 1973 |
Entry in abbreviations table | журн. |
Kelaouenn (ur gelaouenn) a zo un termen evit un embann mareadek, war danvezioù hollek pe arbennik hag a zeu er maez pep miz pe dindan bloaz d’an nebeutañ. Diforc’het e vez d’ar gazetenn a zeu er maez dindan ur miz d’an aliesañ, a c’hell dispak muioc’h a destennoù ha muioc’h a c’heloù moullet war ur paper ordinal. Nevez zo eo deuet war wel kelaouennoù war skoroù niverel.
Diorroadur ar c’helaouennoù a zo bet staliet war hini ar voullerezh, a lakaas aesoc’h deskadurezh er vegenn hag hemañ a vroudas he c'hoant gouzout pa kreske an anaoudegezhioù hag an arzhoù a-feur ma teue ar pinvidigezh e broioù Europa.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar geriadur treadegel, Devri, ne gaver ket ar ger araok 1924 hag e-barzh Feiz ha Breiz e voe. Koulskoude e veneg Gregor Rostrenenn kelaouer, dindan ar furm quéhezlaouër, o talvezout bezañ un den a gont traou nevez, ur c’honter nevezinti. Hag e ya ar verb kelaoui(ñ) war wel e 1855. Savet e voe an holl c’herioù-se diwar keloù a gaver er La Destruction de Jérusalem hag ar c’h-Catholicon (an daou er XVvet kantved) dindan ar furm a hanval bezañ el liester quehezlou hag eo troet gant ar ger galleg nouelle en unander er c’h-Catholicon.
Tost-tre eo kelaouenn eus magazin, met hemañ a dalvez evit un embann cheuc’hoc’h, war baper lufr, da skouer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro C’hall e weler Le Journal des savants, aet war wel e 1665, evel ar gelaouenn gentañ, pa yae ennañ pep seurt elfennoù kelaouiñ gant ma c’hellfe dedennet al lennerien ganto : keloù lec’hel, nevezinti lennegel ha skiantel, savboentoù, skridvarnadennoù. Pa vez mesket testennoù hir ha bras e impljer ar ger kannadig (ha bulletin e gallen) a veze graet eus ar c’helaouennoù-se e derou ar gazetennerezh.
Un hanter-kant bloavezioù araok (1611), Le Mercure français a voe tostoc’h eus ur gelaouenn pa embanne kalz a geleier politikel o tennañ da lez ar Roue pe d’an darempredoù etrebroadel. Ne zeue ket er maez alies, pep bloaz en derou. Ur benveg evit ar pennoù bras e voe da gentañ.
Pelloc’h, e-doug ar 17vet kantved, e temas war wel e Europa embannadurioù stankañ, a-wezhioù miziek, o kinnig pep seurt testennoù : lizhiri, barzhonegoù, pennadoù skiantel hag arzhel hag all hep mont da zegemer an nevezinti evit darn anezho.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwask (ober)
- Kazetenn
- Kazetennerezh
- Kelaouiñ
- Magazin
- Media
- Nevezinti