Mont d’an endalc’had

La Destruction de Jérusalem

Eus Wikipedia

La Destruction de Jérusalem zo ur mister brezhonek ha n'haller ket gouzout pezavare ervat e oa bet savet ar skrid orin anezhañ abalamour ma'z eo bet kollet. Adkavet ez eus bet tammoù eus an destenn en un dornskrid gant Dom Louis Le Pelletier (1663 - 1733), ennañ danvez ar geriadur a voe embannet e 1752 gant Dom Ch. Taillandier.

C'hoant en doa Le Pelletier da lakaat war-wel gerioù krennvrezhonek diaes da gompren evit aesaat studi ar yezh kozh-se, setu perak n'en deus ket adskrivet penn da benn al levr, met meneget elfennoù dedennus da studiañ. N'haller ket gouzout piv a brezeg nag e pe urzh int bet skrivet er skrid orin. Ur c’holl dibar eo evit lennegezh Breizh, n'eus ket nemet pediñ evit ma vo adkavet ur skrid orin all pe dremen gant studiañ ar roudoù-mañ.

Roparz Hemon en deus dastumet frazennoù ar geriadur hag an dornskrid en ul levr anvet "La Destruction de Jérusalem", embannet e Dulenn gant The Dublin Institute for Advanced Studies e 1969.

Bez e kaver ivez, e-barzh al levr-se, ar pezh a chom eus "Amouroustet eun den coz pêvar huguent bloaz pehini so orguet à vez eur plac’h jaoanc hen oad a c’huezecq bloaz", roudoù ur pezh-c'hoari dastumet gant Le Pelletier ivez.

  • Setu penaos e krog ar pezh c’hoari (e-barzh dornskrid Le Pelletier) :

Krennvrezhoneg

Brezhoneg

Autrounez assezet ha clevet an feutou,
Ha pebez maru a hoarvoe da Map Doe Roe ploeou :
Dan payllart vyll Pylat, ha de holl Cannadou,
Ha querz da Cayphas, hac Annas peur hassaou

En guyr da prydyry querz an punyssyon,
A dleeff coezaff en hy. Ha pez dystructyon,
Querz a troas da goelaff peur scaff Roe an anaffon :
Dre no em castyzent, ha na mennent pardon.

[...]

Goude bout fynvezet ha dasorchet Iesu :
Daou uguent bloaz goude, ha galhe ez ve mu
Ez eaz Ierusalem, ha Bezlem e remu
Enhy ne manas barr na ty na marr na ru.

Aotrounez azezit ha klevit ar fedoù,
Ha pebezh marv a c’hoarvoe da Vab Doue Roue ar ploeoù
D'an pailhard vil Pilat, ha d'e holl Kannadoù
Ha kerz da Gaïfa ha Anna peur aes

En gwir da prederiñ kerz ar punisïon
A dlee kouezhañ amañ. Ha pebezh distruksïon,
Kerz a troas da ouelañ peur skañv Roue an Anaon
Dre n'o em kastizent, ha na mennent pardon.

[...]

Goude bout finvezet ha dasorc’het Jezu(z) :
Daou-ugent vloaz goude, a c’hallfe e ve mu(i)
Ez eas Jerusalem ha Bezleem e remu
Enni ne vanas barr, na ti na barr na ru.

  • Notennoù :

1- C'hoarvoe: c'hoarvezas. Ar verb c'hoarvezout, a zo savet diwar ar verb bout, a veze displeget eveltañ.

1- Ploeoù : ret eo kompren "broadoù" kentoc’h

2- Kerz : bez e kaver "sertes" e-barzh geriadur Favereau

3- Dre n'o em : e Brezhoneg a-vremañ e vefe "dre n'en em", gwechall e oa displeget ar stumm emober :

- Ma em (am em)
- Da em (az em)
- E em
- He em
- Hon em
- Hoz em
- O em

Bremañ ne chom ken ar stumm "en em"

4- Finvezet : marvet, implijet eo c’hoazh, stummet diwar ar ger "fin".