Dornskrid

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Un dornskrid a zo un teskad follennoù e paper, pe parch, pe n'eus fozh peseurt danvez a ve skrivet warnañ gant an dorn. Gant an dorn e vez dalc'het ur benveg-skrivañ, pluenn pe stilo.
Evit gwir ez eus daou ster disheñvel gant ar ger abaoe ijinet ar moullerezh. A-raok ma veze moullet levrioù ne oant nemet dornskridoù en Europa ar C'hornôg. An dornskridoù deuet betek hon amzer a zo dornskridoù kozh miret el levraouegoù-studi. Anv a vez eus un dornskrid evit stumm kentañ al levr da vezañ moullet p'eo bet skrivet diwar dorn ar skrivagner.

En Henamzer eo bet ijinet ar mod skrivañ-se pa veze implijet a-raok tablezennoù pri ha tablezennoù koar peurvuiañ. Sell ouzh Istor ar skritur.

Miret eo bet koun Levraoueg Aleksandria en amzervezh hellenistel enni miliadoù a dornskridoù a veze brudet er bed kreisdouarel a-bezh.