Teskad

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An teskad a zo ar pezhioùed chomet goude tremen an eosterien ha lakaet en ur bern pa 'z int bet klasket er parkoù.
Pa ne vez ket mui a-bouez teskata evel ma rae ar beorien gwechall en deus miret ar ger teskad ar ster dre skeudennadur a roe dezhañ dija oberour Geriadur an Armerie e penn ar XVIIvet kantved.
Peurliesañ e vez implijet teskad evit skridoù lakaet asambles evit bezañ moulet ken eo an teskad ur seurt levr, ennañ meur a destenn ha n'eus ket liammoù diabarzh etrezo evel kaout an hevelep danvez en un heuliad amzer. Gant un oberour pe meur a oberour e c'hellont bezañ bet savet. N'eus ket da veskañ un teskad testennoù gant un antologiezh, enni testennoù dibabet diwar ur yolc'h a oberennoù lennegel. Un doare lennegel dibar eo.
Teskadoù dre gennadoù lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Teskad barzhonegoù
- Teskad danevelloù
- Teskad istorioù fentus
- Teskad kantikoù
- Teskad lizhiri
- Teskad partitaoù
- Teskad pezhioù-c'hoari
- Teskad sonioù ; teskad kanaouennoù
Ger all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vez ivez ar ger dastumad gant an hevelep ster, met implijet e vez peurliesañ evit un heuliadenn levrioù heñvel a-walc'h dre o stumm pe dre o gennadoù lennegel.
Deskrivadur reolataet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
El levraouegoù e vez renablet an teskadoù skridoù dindan anv an oberour, ma 'z eus unan hepken pe dindan hini en deus klasket lakaat an testennoù asamblez, hemañ ar rener-embann, met n'eo ket renket ar rener-embann e live an oberourien.
Niveret e c'hell bezañ pezhioù an dastumad hag un titl a c'hell bezañ roet dezhañ. An titl dastumad, an titl isdastumad, an niverenn a dle bezañ meneget e deskrivadurioù al levrioù hag an enrolladennoù.
ita:antologia