Mediaoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An termen "media" a zo bet krouet evit talvezout lodenn ar moienoù kemenn a zo o fal kas ditouroù da miliadoù pe milionoù a dud. War-dro 1920 eo bet krouet ar ger gant ar saoznegerien p'o deus gwelet ar skinwel en em diorren ha tizhout ar gwerin war skeul ur vro a-bezh.

Orin ar ger[kemmañ]

An termen orin a zo ar "mass media" (mass=gwerin, media= liester medium, ur ger latin evit moiaen).Ne vez ket mui graet gant al lavarenn a-bezh, nag er broioù saozneger, nag er broioù galleger.

Ster ar ger[kemmañ]

Talvezout a ra ar ger evit ar moienoù kemmennadur-mañ dasparzhet a-tolpadoù :

  • ar Gwask (media) ennañ ar c'helaouennoù :
    • ar c'helaouennoù pemdeziek (pemdeziegoù)
    • ar c'helaouennoù a bep seurt ma vezont dasparzhet a miliadoù
  • an enrolladurioù war pladennoù
  • ar sinema
  • ar skingomz
  • ar skinwel
  • an Internet, met amañ n'eus ket kaoz eus ar paron teknikel (ar protokol pe gomenad TCP-IP hag hini an Ethernet), met eus an holl servijoù savet evit kas ditouroù (postel, worldwide web, klakennerez (IRC = Internet Relay Chat), File transfer protocol hag all...
    Savet eo bet e fin ar c'hantved an anv-gwan liesmedia evit ar binviji pe ar paronoù a c'hell dispakañ ditouroù liesnatur war un dro (testennoù, sonioù, skeudennoù).

Istor[kemmañ]

Krouet eo bet ar medioù er XXvet kantved pa, diwar araokadennoù an teknikoù, doareoù liestennañ an ditour a zo bet kavet posubl dre :

  • liesmoullañ (cf. ar moullerezh)
  • liesgwaskañ ar pladennoù (cf. pladenn)
  • liesenrollañ ar sonioù war seizennoù
  • liestennañ ar filmoù (cf. Istor ar sinema)
  • liespellgomz (evit ober bruderezh pe lakaat an dud da respont d'ar broud)
  • skingas mouezhioù, sonioù hag erfin skeudennoù da miliadoù a dud dre ar skingomz, dre ar skinwel, dre an Internet.

Ret eo pouezhañ war gavadenn an teknikoù elektronikel e kentañ trederann ar XXvet kantved p'eo bet-int an abeg bras evit diorren ar skingomz hag ar skinwel, ha goude-se evit niverelañ ar sonioù, an testennoù hag ar skeudennoù. Implijet eo bet an teknikoù niverelañ, da gentañ evit ar pellgomz ha goude evit ar skinwel, ar skingomz hag evit lakaat an urzhiataerioù da gemmen etrezo koulz dre an orjaled ha dre ar gwagennoù elektromagnetek.

Implij kevredigezhel ar mediaoù[kemmañ]

Postañ arc'hant er mediaoù a zigas un distro a heul ur steuñv linnenel : ar gounidoù a vez degaset diwar pep a skouerenn (pe resevadur) gwerzhet : koustioù dre unanennoù a digresk pa kresk an tolzennadoù. Setu perak eo bet tennet pinvidigezhioù ramzel gant meur a embregerezhioù mediaoù.

E kevredigezhioù demokratel e c'hell (pe e tlle?) ar mediaoù bezañ tuet da servij ar gwerin (e-touezho an dilennerien)

evit e ditouriñ war draou en balañs er gevredigezh : oberioù ar gouarnamant, oberioù an embregerezhioù, traou da evezhiañ hag all. Lod a zo prederiet gant tolperezh ar mediaoù a weler muioc'h-muiañ ha eo o soñj e ya, diwar ar fedoù-se,  an demokratelezh en arvar.