Luc'hskeudennerezh

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Joseph N. Niépce
(1765)-1833)
Ijiner al luc'hskeudennerezh

Ar luc'hskeudennerezh (pe ar fotografiezh) zo ur rummad teknikoù da enrollañ skeudennoù hag un arz, ur skourr eus Arzoù ar Gweled ; ur skiant hag a implij an teknikoù-se eo ivez.

Teknikoù al luc'hskeudenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor al luc’hskeudennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet ma oa bet gant danvez ha teknikoù eeun e c'hellas al luc'hskeudennerezh tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh : teknologiezhioù ha teknikoù war tachennoù an optik, ar gimiezh, ar mekanikerzh, an tredan, an elektronik hag ar stlennegezh.

Ijinañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Point de vue du Gras, disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant Joseph Nicéphore Niépce. Diskouez a ra ul lodenn eus ti Niépce (1826)

Abaoe pell e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Da vare Aristoteles e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan (stenop) en ur « gambr du » (camera obscura) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar gloridenn argant (AgCl) da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas Jacques Charles, anavezetoc’h p’en doa ijinet an aerlestr c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn argant. Thomas Wedgwood (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an nitrat argant) (AgNO3 ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit John Herschel, deskrivañ a reas perzhioù an hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O), deuet da vezañ ar stabilaer, e 1819.

Joseph Nicéphore Niépce, ur ijinadennour eus Chalon-sur-Saône, a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù staen goloet a der-douar Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù (1826 pe 1827) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e Saint-Loup-de-Varennes (Saône-et-Loire). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin (Texas) abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim d’an ensavadur-se. [1]. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (etre 14 ha 18 eurvezh evit doare) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehoù da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet N. Niépce d’an Anaon e 1833 e kendalc’has Louis Jacques Mandé Daguerre da wellaat an doare-ober. Kavet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munuennt a oa trawalc’h neuze. E 1839 en doa lakaet ar gouzieg ha kannad François Arago da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E 1839 ivez e oa bet kinniget ijinadenn Daguerre, an dagerskeudenniñ, da Akademiezh skiantoù Bro-C'hall. Er bloaz-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn Niépce, evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar Stad c’hall da vezañ perc’hennez war an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6 000 lur da Zaguerre hag a 4 000 lur da Isidore Niépce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar bed da c’houde.

Gant an dagerskeudenniñ e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » pa veze digoumoul an oabl. Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh avat. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a voe graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.

Emdreiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buan-kenañ ec'h emdroas al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.

Teir lodenn zo en araokadennoù :

  1. berraat ar frapad paouezadenniñ dre greskiñ elfenn ar roll niverennet, kizidigezh al lurelloù kizidik ha goulaouusted al lagadoù ;
  2. gwelaat stabilted an tennadennoù ;
  3. eeunaat an implij eus al luc’hskeudennerezioù, dre grouiñ luc’hskeudennoù skañvoc’h-skañvañ ha marc’hamatoc’h-marc’hadmatañ, dileizhadoù stabil, ar pezh a vire ouzh an dud da zornata produioù kimiek, ha kregiñ da implijout an urzhiataerezh, gant niverelaat ar skeudennoù, da lavaret eo al « luc’hskeudennoù niverel ».

Ar film ginel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul luc’hskeudenn dres goude ma oa tennet eus ur soubadur kimiek.

William Henry Fox Talbot (1800-1877) a reas enklaskoù ivez adalek 1833, pa oa N. Niépce]] ha J. Daguerre oc’h ober kemend-all. E 1840 en doa krouet ar « c’halotip, un argerzh ginel-ha-mat a roe an tu da liesskignañ skeudennoù.

Enklaskoù all a oa bet graet da c’houde hag e-se e oa bet gwellaet perzhioù ar skeudennoù tamm-ha-tamm, kizidigezh al lurelloù tener, hag eeunaat ar skeudtapañ : 1847 « argerzh an albumin » (Claude Félix Abel Niépce de Saint-Victor, ur c’henderv da Nicéphore), 1850 « argerzh gant kolodion gleb » ha 1851 « ambrotip » (Frederick Scott Archer), 1852 « ferotip » (Adolphe-Alexandre Martin).

Félix Tournachon, anavezet gwelloc’h dre e lesanv « Nadar », a reas un implij kenwerzhel anezhañ. Poltredoù eus pennoù-bras ar mare-se a reas, hag e 1858 al luc’hkeudenn gentañ dre nij e Bièvres : ul luc’hskeudenn eus Pariz a dapas diwar bourzh un aerlestr.

Ar film gwevn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al luc’hskeudennoù gentañ (gwenn ha du pe emliv) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E 1884 ez ijinas George Eastman lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e keluloid. Gallout a raed mirout meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù-luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo.
Ar C’hodak a voe ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’o ferc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.

Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1909 e oa bet ar Gall Étienne Mollier gant ar soñj da implijout ar film 35 mm en e venveg-luc’hskeudenniñ lesanvet ar Cent-Vues, un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/24 mm diouzh renk. Ar Cent-Vues a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er Genstrivadeg Lépine. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer [2]. E 1913 e savas Oskar Barnack kentpatrom kentañ al Leica, a voe kenwerzhekaet adalek 1925 hag a oa voe an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad 35 mm|24 x 36 mm]], a voe implijet peurliesañ betek dibenn an Patrom:XXvetkantved.

Ar tu-mat eeun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1948 e savas an doktor Edwin H. Land ar benveg kentañ da ziskuliañ war ar prim, ar Polaroid, hag e 1962 e azasaas ar argerzh ouzh al liv.
Ar stummoù kentañ eus ar Polaroid a oa un etregineg enno. Er bloavezhioù 1980 e voe gwellaet an teknik evit chom hep ober gantañ hag evit kaout un tu-mat eeun gwirion.

Unan eus an enklaskoù kentañ war al luc’hskeudennerezh eo koulskoude. Labourat a reas ar Gall Bayard war an dra-se war-dro 1838-139, e-keit ma oa N. Niépce ha J. Daguerre o plediñ gant an dagerskeudenner. Anavezout a reer H. Bayard peogwir en doa graet an emboltred kentañ, Autoportrait en noyé, dre implijout an teknik-se.

Un adstumm, al luc’hskeudennerezh bosek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa bet ijinet ar stereoskopiezh a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e veze daou baouezadur diouzh renk met gortozet e veze ur pennadig etre an daou skeudtapadur.
Evit ar poltredoù ne c'helled ket ober an daou skeudtapadur dre ziv wech, hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar {{bloavezhioù 1850]].

Al luc’hskeudennerezh niverel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an teknikoù urzhiataerezh e c’haller treuzfurmiñ ur skeudenn en un heuliad poentoù skedus, ar pikseloù, a vez dewerzhet o ferzhioù dre sifroù. Gant an niverelaat e c'heller adsevel ar skeudennoù diouzh an druilh war trobarzhioù urzhiataerezh azasaet : gallout a reer evel-se tretañ anezho gant meziantoù tennañ hag eilaozañ ha goude moullañ pe skignañ anezho er furmad niverel.

Diaes eo plediñ gant an deknologiezh-se, zo disheñvel-mik diouzh an argerzhoù fizik-ha-kimiek kentañ, abalamour da empentiñ kaptorioù elektronek ar skeudenn a gemer lec’h ar film. Emdreiñ a ra buan-kenañ diarunusted ar pikseloù, da lavaret eo an niver a bikseloù a c’haller genel dre skeudenn hag ar gizidigezh. N’eo ket dister dra an niver a fotositoù dre vilimetr-karrez, ha pa vefe perzhded ar skeudenn, evel evit an teknikoù kozh, diouzh arventennoù niverus all, evel ment ar c’haptor, a glot gant galloud disrannañ al lagadoù implijet. En ur implijout un hevelep lagad ec'h eo gwelloc’h perzhded al luc’hskeudennoù graet gant ur c’haptor 12 milion a bikseloù furmad leun eget ar re a vez graet gant kaptor ur benveg niverel, dezhañ an hevelep niver a bikseloù.

Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh ar c’hoant, adalek reizhañ ar gouloù, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.

Gant ar rouedadoù kehentiñ, an Internet hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù en-linenn a oa deuet war wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar blogoù hag ar servijoù rannañ luc’hskeudennoù evel Pikeo pe Flickr e c’hall al luc’hskeudennerienn-verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ en-linenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, hag all. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.

Al luc’hskeudennerzh steredoniel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er steredoniezh, un teknik pouezus eo p'eo bet graet dizoloadennoù diniver dre luc’hskeudenniñ ar[[korf-egor|c'horfoù-egor.

Un nebeud luc'hskeudennerien ha luc'hskeudennerezed brudet-mat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maouezed
Gwazed

Festivalioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall Bro-C'hall
  • Arle : Emgavioù etrebroadel al luc'hskeudennerezh
  • Fournels : Emgavioù Lunerezh Natur
  • Pariz : Miz al luc'hskeudennoù, bep daou vloaz ; Pariz Luc'hskeudennoù ; Saloñs ADPS ; Saloñs al luc'hskeudennoù
  • Perpinyà : Visa pour l'image, festival etrebroadel ar fotokazetennerezh
  • Vilafranca de Mar : Festimago
Banniel Kanada Kanada
Mali Mali
  • Bamako : Emgavioù al luc'hskeudenerezh
Suis Suis
  • Vevey : Festival al luc'hskeudennoù

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) The First Photograph
  2. Etienne Mollier Mémoires d'un inventeur : de la photographie 35 mm au rétroprojecteur – 1876-1962, L'Harmmattan, 2009, pp. 77-80 (ISBN 978-2-296-08369-1)