Clark Ashton Smith

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Clark Ashton Smith

Clark Ashton Smith (Auburn, Kalifornia, 13 a viz Genver 1893 - 14 a viz Eost 1961), a oa arzour , barzh ha skrivagner amerikan. A-fed lennegezh en deus skrivet oberennoù moliac'h, spont ha skiant-faltazi. Mignon bras da Howard Phillips Lovecraft e oa.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paket gant an droug-skevent hag un diwaskadenn e vevas e-unan en ul lochenn a savas asambles gant e dad nepell eus Auburn er penn-kentañ, ha goude-se e Pacific Grove (nepell eus Monterey). Kement tra a ouie Smith a zeskas e-unan : n'eas ket d'al lise, e-unan e teskas galleg ha kastilhaneg, ha meur a varzhoneg a droas, re Baudelaire en o zouez. Meur a vicher en doe ivez : kazetenner, bizskriver, dastumer ha pakader frouezh, troc'her koad, mañsoner, liorzhour ha mengleuzier.

Da 35 bloaz e krogas da skrivañ danevelloù moliac'h (ouzhpenn kant anezho etre 1929 ha 1935, al lodenn vrasañ anezho a zo bet embannet er gelaouenn Weird Tales).

E vuhez-pad e voe kalonekaet gant Howard Phillips Lovecraft, hag hemañ a glaskas lakaat oberenn liesseurt (danevelloù, taolennoù, kizelladurioù) Smith da vezañ brudet. N'eo nemet goude an eil brezel-bed ma vo dastumet skridoù Smith gant August Derleth, hag embannet gant Arkham House.

Oberenn Smith a zo gwall zisheñvel diouzh hini ar skrivagnerien lovecraftian all : ne gaver nag emgannoù na diskouezadur an nerzh-korf enni (er c'hontrol da skridoù Robert Ervin Howard). Peurliesañ ez eo diazezet e skridoù war sorserien, diaouled, pe sunerien-wad en un endro mizus diazezet war bedoù kollet ha disoñjet.

Plijout a rae da Smith implijout gerioù blizidik, rouez pe kozh-bras. Frazennoù hir a save, enno kalz munudoù barzhoniel. E ziouer a deknik akademikel a gempoueze gant pinvidigezh e c'heriaoueg, un ijin hunvreidik bras-divent hag ur c'hoant difaezhus da zeskiñ traoù nevez.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Listennad ha pajennoù (saoznek) da dañva amañ: [[1]]
Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.png Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.