Pamela Sargent
Pamela Sargent | |
---|---|
Ganedigezh | 20 Meurzh 1948 Ithaca New York Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Stadunanat |
Micher | Skrivagnerez Teskadourez |
Domani | Skiant-faltazi |
Enorioù | • Nebula Award 1992 (Danny Goes to Mars) • Pilgrim Award 2012 :(Degasadennoù d'an SF) |
Pamela Sargent (Ithaca, New York, 20 a viz Meurzh 1948) zo ur skrivagnerez stadunanat venelour war dachenn ar skiant-faltazi.
Skrivet he deus un drilogiezh, Venus (1986-2001) a-zivout terrafurmiñ ar blanedenn Gwener a zo bet hevelebet ouzh an drilogiezh Mars gant Kim Stanley Robinson, a voe embannet diwezhatoc'h koulskoude (1992-1996).
Meur a deskad zo bet aozet gant P. Sargent evit pouezañ war degasadennoù ar maouezed da ved ar skiant-faltazi. Brudet eo ivez evit e ukroniezhioù[1] Kenlabouret he deus gant George Zebrowski evit skrivañ peder danevell er stirad Star Trek.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ithaca, New York e Stadoù-Unanet Amerika e voe ganet Pamela Sargent d'an 20 a viz Meurzh 1948.
Goude studiet e Skol-Veur Stad New York e tapas ur master war ar brederouriezh. En Albany emañ o chom bremañ.
Meur a zodenn zo en he oberennoù, ar venelouriezh o vezañ unan bouezus : e 1986 e voe embannet he romant The Shore of Women ("Aod ar Maouezed") a c'hoarvez en ur bed ma vev ar maouezed disrannet-krenn diouzh ar wazed goude ur brezel nukleel.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Venus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Venus of Dreams (1986)
- Venus of Shadows (1988)
- Child of Venus (2001)
Watchstar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cloned Lives (1976)
- Sudden Star (1979), anavezet ivez dindan an talbenn The White Death (1980)
- The Golden Space (1982)
- The Alien Upstairs (1983)
- The Shore of Women (1986)
- Alien Child (1988)
- Ruler of the Sky (1993)
- Climb the Wind (1998)
Star Trek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet a-gevret gant George Zebrowski.
- Diwar ar stirad skinwel Star Trek: The Original Series
- Diwar ar stirad skinwel Star Trek: The Next Generation
- A Fury Scorned (1996)
Teskadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oberennoù P. Sargent
- Cloned Lives (1976)
- Starshadows (1977)
- The Golden Space (1983)
- The Best of Pamela Sargent (1987), a-gevret gant Martin H. Greenberg
- The Mountain Cage and Other Stories (2002)
- Eye of Flame (2003)
- Thumbprints (2004)
- Oberennoù all
- Women of Wonder
- Women of Wonder (1975)
- More Women of Wonder (1976)
- The New Women of Wonder (1978)
- Women of Wonder: The Classic Years (1996)
- Women of Wonder: The Contemporary Years (1996)
- Teskadoù Nebula Award
- Nebula Awards 29 (1995)
- Nebula Awards 30 (1996)
- Nebula Awards 31 (1997)
- Teskadoù all
- Bio-Futures: Science Fiction Stories About Biological Metamorphosis (1976)
- Three in Space (1981), a-gevret gant Jack Dann ha George Zebrowski
- Afterlives (1986), a-gevret gant Ian Watson
- Three in Time (1997), a-gevret gant Jack Dann ha George Zebrowski
- Conqueror Fantastic (2004)
Nann-faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Firebrands: The Heroines of Science Fiction and Fantasy (1976), a-gevret gant Ron Miller
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1993 : Nebula Award ar gwellañ istor berr evit Danny Goes to Mars, a oa bet embannet er gelaouenn Asimov's Science Fiction e miz Here 1992.
- 2012 : Pilgrim Award evit bezañ tremenet he buhez o tegas danvez d'ar skiant-faltazi.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ukroniezh : danevell ma kemmer an Istor, evel The Man in the High Castle Philip K. Dick, m'eo bet gounezet an Eil Brezel-bed gant an Trede Reich, Impalaeriezh Japan hag Italia Benito Mussolini.