Terrafurmiñ
Neuz
An terrafurmiñ eo an argerzh damkaniel evit “douarekaat" planedennoù, loarennoù pe korfoù-oabl all evit ma c'helljen dont da vezañ tost o aergelc'h, o zemperadur, o ekologiezh da hini an Douar ha mat dre-se evit an dud d'en em staliañ eno. Da gentañ e oa un dodenn skiant-faltazi, bremañ gant an araokadennoù graet gant studi ar planedouriezh eo deuet da vezañ ivez un danvez studi skiantel. Implijet eo bet ar ger evit ar wezh kentañ gant Jack Williamson en un istor skiant-faltazi bet embannet e 1942, met ar soñj a gaver dija e 1930 en un istor skrivet gant Olaf Stapledon ma weler Gwener treuzfurmet gant an dud.