Mont d’an endalc’had

George S. Albee

Eus Wikipedia
George S. Albee
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanGeorge Kemmañ
Anv-familhAlbee Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mae 1905 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOshkosh Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gen 1964 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ


George Sumner Albee (12 a viz Mae 190529 a viz Genver 1964[1]) a oa ur skrivagner stadunanat. Pemp romant en deus skrivet etre 1935 ha 1960, meur a istor berr, hag unan hepken war dachenn ar skiant-faltazi.

Nebeut-tre a ouzer diwar-benn an den ; abred en e vuhez en devoa kemeret penn an hent, p'en devoa beajet dre ar bed er bloavezhioù 1920 ha 1930 kent en em staliañ e Kuba er bloavezhioù 1950.

Ur flemmganer e oa, adalek e romant kentañ Young Robert (1937) hag a-hed ar peurrest eus e respet.

Unan eus an oablegennoùPetra eo? a zo chomet en istor ar skiant-faltazi eo bet George S. Albee : un istor berr hepken a voe skrivet gantañ er bed-se, The Top (1953), a zo bet lakaet e-touez oberennoù klasel an S-F ken abred ha 1963, pa voe embannet gant Groff Conklin (1904-1968) en torkad 12 Great Classics of Science Fiction[2]. Troet e voe e galleg gant Michèle Santoire er gelaouenn Fiction, niv. 157, miz Kerzu 1966, pp. 105-116, dindan an titl En haut de la pyramide[3]

Diglok eo al listenn-mañ.

  • 1935 : Not in a day, romant. New York : Reynal & Hitchcock.
  • 1937 : Young Robert: a brief history, a novel, romant. New York : A. A. Knopf.
  • 1948 : The next voice you hear, istor berr. In : Cosmopolitan, niverenn miz Eost.
  • 1953 : The top, istor berr skiant-faltazi.
  • 1956 : Three young kings, romant. New York : F. Watts.
  • 1957 : The mysterious Mr. Todd, istor berr. In : The Saturday Evening Post, 9 a viz C'hwevrer.
  • 1958 : The boys, romant. New York : Ballantine Books.
  • 1960 : By the sea, by the sea...: A novel, romant. New York : Simon & Schuster.
  • 1961 : Let's put women in their place, istor berr. In : The Saturday Evening Post, 16 a viz Kerzu.
  • 1950 : The next voice you hear, sevenet gant William A. Wellman[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en)'The New York Times, 30/01/1964. Kavet : 13/02/2023.
  2. Conklin, Groff. 12 Great Classics of Science Fiction. New York :Gold Medal, 1963 (ISBN 978-2-449-01366-7)
  3. (fr)'Fiction n° 157'. Kavet : 13/02/2023. ; an hevelep troidigezh a gaver en torkad Histoires de rebelles. Paris : Le Livre de Poche, 1984, pp. 27-41, dindan an titl Le sommet (ISBN 978-2-253-03557-2)
  4. Internet Movie Database