Mont d’an endalc’had

Cyberpunk

Eus Wikipedia

Cyberpunk a zo un is-rummad eus ar skiant-faltazi, diazezet peurliesañ war bedoù enno tamm utopia ebet. Diorroet eo an is-rummad-se er bloavezhioù 1980. Oberennoù cyberpunk a gaver ivez e bed ar bannoù-treset, hini ar sinema, hini ar sonerezh ha hini ar c’hoarioù video.

Orin ar ger cyberpunk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger cyberpunk a zo ennañ daou c’her all : cyber ha punk. Implijet e voe gant Gardner Dozois, embanner Asimov's Science Fiction Magazine. D’an 30 a viz Kerzu 1984 ec’h implijas ar ger cyberpunk en ur pennad anvet « SF in the Eighties » hag embannet er Washington Post a-benn envel oberennoù William Gibson, ha dreist-holl e romant anvet Neuromancer (1984). Ar ger a implijas ivez a-benn envel ur strollad skrivagnerien yaouank a skrive er fanzin Cheap Truth : Bruce Sterling, William Gibson, Lewis Shiner, Pat Cadigan ha Greg Bear. Evel-se e voe ganet al luskad cyberpunk. Ar ger cyberpunk a oa bet implijet e miz Du 1983 e-barzh titl un danevell skrivet gant ar skrivagner amerikan Bruce Bethke, hag embannet er gelaouenn Amazing Science Fiction Stories. E-touez an elfennoù ret en istorioù cyberpunk e kaver an hackerien, an embregerezhioù liesvroadel (deuet da vezañ galloudusoc’h evit ar stadoù hag ar poell ardaouel (urzhiatañ, eletronik). An istorioù cyberpunk a dremen peurliesañ war an douar en un amzer-da-zont tost ouzhomp ha spontus (saotradur, dreistpobladur), ar pezh a laka ar romantoù-se da vezañ ankenius, rak kinnig a reer enno traoù a c’hallfe c’hoarvezout. An tudennoù a rank en em sachañ en ur bed disurzhiet, ennañ e seblant an dazont bezañ tremenet. Peurliesañ ez eus skoilhoù ivez, ha ne c’hell ket an tudennoù stourm a-enep da nerzhiom kalz kreñvoc’h evito. Abalamour da se ekaver alies anv eus un irienn bennak er romantoù cyberpunk : an harozed a zo evel c’hoarielloù etre daouarn aozadurioù kuzh ha galloudus. Goude ar romantoù doare post-nuke (goude an darzhadenn nukleel), diazezet war ar brezel yen, e kinniger dañjerioù nevez er romantoù cyberpunk : an OGK, hollc’halloud an uzhiatañ, al liammoù etre kevala hag armerzh pe ar c’hlonañ. Enno e kinniger ivez boudoù gwellaet : meskajoù tud ha roboted int.

Dibenn a lennegezh cyberpunk ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek kreiz ar bloavezhioù 1980 ec’h embannas skrivagnerien evel Gibson pe Sterling e oa echu gant al luskad, dre ma oa bet lonket gant Hollywood. Lewis Shiner a lakaas embann ur pennad anvet Confessions of an ex-Cyberpunk en New York Times. Ur respont hir, anvet Cyberpunk in the Nineties, a voe aozet gant Sterling. Ma n’eo ket ken brudet al lennegezh cyberpunk hiziv an deiz ez eo marteze peogwir eo deuet da vezañ gwir ul lodenn vras eu ar pezh a oa bet ijinet gant ar skrivagnerien-se.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivagnerien al luskad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]