Mont d’an endalc’had

Ursula K. Le Guin

Eus Wikipedia
Ursula K. Le Guin
Ursula K. Le Guin e 2004
Ganedigezh Ursula Kroeber
21 a viz Here 1929
Berkeley, Kalifornia
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv 22 a viz Genver 2018
Portland, Oregon
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Micher Skrivagnerez
Marevezh c. 1962-2018
Doare Skiant-faltazi
Barzhoniezh

Internet ursulakleguin.com

Ur skrivagnerez stadunanat eo Ursula Kroeber Le Guin (21 a viz Here 192922 a viz Genver 2018). Skrivet he deus romantoù, danevelloù, arnodadennoù, barzhoniezh, ha levrioù evit ar vugale.
Brudet eo dreist-holl evel ur skrivagnerez faltazi ha skiant-faltazi. Meur a wech he deus resevet ar prizioù Hugo ha Nebula. Dezhi e voe roet ar Gandalf Grand Master award e 1979 hag ar Science Fiction and Fantasy Writers of America Grand Master Award e 2003.

Dimezet eo gant an istorour Charles A. Le Guin, a orin breizhat, hag o chom emañ e Portland, Oregon abaoe 1958.

Ganet eo bet Ursula K. Le Guin e Berkeley, Kalifornia. He zad a oa an denoniour Alfred L. Kroeber hag he mamm ar skrivagnerez Theodora Kroeber. He danevell gentañ a ginnigas d'ar gelaouenn skiant-faltazi Astounding Science Fiction pa oa unnek vloaz met ne voe ket degemeret.

Studiañ a reas e Radcliffe College hag e skol-veur Columbia kent monet da Bariz ma kejas gant an hini a zeuas diwezhatoc'h da vezañ he gwaz, Charles A. Le Guin. D'ar mare-se e krogas da skrivañ istorioù diwar-benn broioù faltazius a dalvoudekaio diwezhatoc'h e Malafrena hag Orsinian Tales.

Brudet e voe e 1969 goude embannadur he romant The Left Hand of Darkness, a zegemeras-hi ar prizioù Hugo ha Nebula evitañ.

He skridoù a ro ur pouez bras d'ar skiantoù denel evel an denoniezh pe ar sokiologiezh. Alies e talvoudeka kevredigezhoù arallblanedennek da zereiñ ur c'hannadur diwar-benn hon hini, da skouer a-zivout ar gevalaouriezh hag ar sokialouriezh e The Dispossessed (Les Dépossédés e galleg), pe al liested sevenadurel e The Telling (Le Dit d'Aka e galleg).

Kalz eus hec'h oberennoù skiant-faltazi a zo lec'hiet en ur gevredigezh c'halaksiek anvet an Ekumen. N'eo ket an Ekumen ur gouarnamant met un doare kenstrolladur bedoù frank hag a striv da luskañ eskemmoù sevenadurel etrezo. Un niver bras eus romant Ursula Le Guin (The Left Hand of Darkness da skouer) a liv donedigezh ur c'hannad eus an ekumen war ur bed dizarempred betek neuze hag ar stroñs sevenadurel e sav diwar an dra-mañ.

Ur perzh a ziforc'h hollved Ursula K. Le Guin eus an darn vrasañ eus an hollvedoù skiant-faltazi arall eo an diouer eus ar varregezh da vont buanoc'h eget ar gouloù. Un ardivink hag a aotre da zaremprediñ - pas beajiñ - en un doare trumm a zo : an ansibl

Brudet eo ivez Ursula Le Guin evit he doare skrivañ hag a zo tostoc'h ouzh hini ar skrivagnerien "klasel" eget ouzh an darn vrasañ eus ar skrivagnerien skiant-faltazi arall.

Distagadur hec'h anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2004 e voe goulennet ouzh Ursula Le Guin hag-eñ e tistage-hi hec'h anv hervez an doare gallek pe an doare saoznek. Respontet he doa :

Een zees country we say Luh Gwinn. En France nous disons Le Guin, comme le vin ou le gain ; et en Bretagne - c'est un nom breton - je crois que c'est encore Luh Gwinn. (Like Gwyn in Welsh - I think it's the same word.)[1]

Ekumen (skiant-faltazi)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevelloù eus an Ekumen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dowry of the Angyar (1964) - gant ar titl Semley's Necklace emañ e The Wind's Twelve Quarters (1975)
  • Winter's King (1969) - e The Wind's Twelve Quarters (1975)
  • Vaster Than Empires and More Slow (1971) - e The Wind's Twelve Quarters (1975)
  • The Day Before the Revolution (1974) - e The Wind's Twelve Quarters (1975)
  • The Shobies' Story (1990) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994)
  • Dancing to Ganam (1993) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994)
  • Another Story OR A Fisherman of the Inland Sea (1994) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994)
  • The Matter of Seggri (1994) - e The Birthday of the World (2002)
  • Unchosen Love (1994) - e The Birthday of the World (2002)
  • Solitude (1994) - e The Birthday of the World (2002) ])
  • Four Ways to Forgiveness, (1995)
  • Coming of Age in Karhide (1995) - e The Birthday of the World (2002)
  • Mountain Ways (1996) - e The Birthday of the World (2002)
  • Old Music and the Slave Women (1999) - e The Birthday of the World (2002)

Romantoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadoù danevelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù evit bugale ha krennarded

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Catwings, 1988
  • Catwings Return, 1989
  • Wonderful Alexander and the Catwings, 1994
  • Jane on Her Own, 1999

Levrioù arall evit bugale ha krennarded

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.