Mont d’an endalc’had

Denoniezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An denoniezh eo e bal studiañ an Den evel ur spesad hag, ent-resis, e berzhioù a denn d'ar gorfadurezh (pe anatomiezh), d'ar vevoniezh ha, dreist-holl, da studi e spered. Gwelet ivez Homo (doaread). Holistik eo an denoniezh, rak e tenn d'an Den e pep amzer ha e pep lec'h hag e pep ment an denelezh ivez.

Ar meizad pennañ eo ar c'hultur ha diwar an meizad-mañ e kadarner en deus spesad an Den ur varregezh hollvedel evit un emdroad davit kompren ar bed dre arouezioù a vez kelennet ha desket dre ar vuhez gevredigezhel, un emdroad evit lakaat ar bed hag e annezerien da vezañ treuzfurmet dre jeu an arouezioù-se.

Ur frapad-amzer'zo e veze dispartiet an denoniezh eus ar c'helennoù denel all diwar e dech da dreuzkenveriañ ar c'hulturoù, met bremañ e sav savboentoù disheñvel pa ya denoniourien'zo da studiañ kevredigezhioù pe strolloù en o-unan.