Forrest J Ackerman
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Forrest |
Anv-familh | Ackerman |
Deiziad ganedigezh | 24 Du 1916 |
Lec'h ganedigezh | Los Angeles |
Deiziad ar marv | 4 Kzu 2008 |
Lec'h ar marv | Los Angeles |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Forest Lawn Memorial Park |
Pried | Wendayne Ackerman |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, esperanteg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Lec'h annez | Los Angeles |
Relijion | dizoueegezh |
Perzhiad e | 1973 Comic Art Convention |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | United States Army |
Prizioù resevet | Hugo Award #1 Fan Personality, Inkpot Award |
Oral history at | UCLA Center for Oral History Research |
Forrest James Ackerman (Los Angeles, 24 a viz Du 1916 – idem, 4 a viz Kerzu 2008) a oa un embanner kelaouennoù, ur skrivagner skiant-faltazi hag un aktour stadunanat. Unan eus aduidi bennañ an esperanteg e voe ivez.
Gwazour lennegel e voe evit Isaac Asimov, Ray Bradbury, L. Ron Hubbard, Curt Siodmak hag A.E. Van Vogt e-touez re all[1].
Diazezer ha pennskridaozer ar gelaouenn stadunanat Famous Monsters of Filmland embannet gant James Warren e voe F. J Ackerman ; gantañ e voe kavet an anv Vampirella evit un dudenn bet krouet gant J. Warren.
Er sinema e voe oberiant ivez : aktour adalek 1944 betek diwezh e vuhez, ha senariour (1967-1996)
A-hed e vuhez e labouras evit ma vefe anzavet ar skiant-faltazi evel ur rumm lennegezh par da forzh pe hini all.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Forrest James Ackerman e Los Angeles d'ar 24 a viz Du 1916, mab da William S. Ackerman (1892-1951) ha Carroll C. Wyman (1883-1977)[2].
Ken abred ha 1922, oadet a 6 vloaz, e welas One Glorious Day, ur film moliac'h (fantasy) mut[3] ; e 1928 e prenas e skouerenn gentañ eus Amazing Stories ; e 1930 e krouas ar Boys' Scientifiction Club hag e 1932, oadet a 16 vloaz, e kengrouas The Time Travelers ("Beajerien an amzer"), ar fanzine kentañ e bed ar skiant-faltazi. Pennadoù a skrivas evit ar fanzin-se koulz hag evit ur fanzin all, Science Fiction Magazine. Kerkent ha 1933 en devoe 127 kenskriver er bed a-bezh, ken e voe roet e anv d'ar c'hazetenner a zo en istor The Reign of the Superman embannet e trede niverenn ar gelaouenn Science Fiction e miz Genver 1933[4], pa oa Ackerman 17 vloaz.
Goude tremenet ur bloavezh e Skol-veur Kalifornia e Berkeley (1934–1935), ma tivizas skrivañ e anv « Forrest J Ackerman » hep pik goude ar <J>, e voe paotr e vil vicher (bizskriver er melestradur, sekretour en embregerezh e dad, luc'hvanner en ur sinema hag all) kent emezelañ en U.S. Army e miz Eost 1942. E Fort MacArthur e San Pedro e Los Angeles e tremenas e amzer ; pennskridaozer kazetenn ar bon e voe eno betek bezañ disoudardet e 1945.
E 1947 e stalias an Ackerman Science Fiction Agency evit luskañ an S-F. Un dastumer daonet a draezoù liammet ouzh an S-F, ar moliac'h hag an oberennoù spont e voe : tremen 300 anezho a voe dastumet gantañ a-hed dekvloaziadoù ha lakaet war ziskouez en e virdi prevez, anvet Son of Achermansion.
Evel gwazour lennegel e rae war-dro un 200 bennak a skrivagnerien ha skrivagnerezed, Charles Beaumont ha Marion Zimmer Bradley en o zouez ; ouzhpenn da se e lakaas labourioù ankounac'haet da vezañ adembannet e torkadoù. Kement skrid a veze kaset dezhañ evit an embann a veze miret gantañ, zoken pa ne dalveze ket ar boan o moullañ : p'edo ar skrivagner Stephen King o sinañ levrioù en ur gouel e voe souezhet pa welas un istor en devoa klasket embann e 1958, pa oa 11 vloaz, a oa bet miret gant Ackerman[5]
Un 50 bennak a istorioù zo bet skrivet gant F. J. Ackerman e-unan pe a-gevret gant Catherine L. Moore, Frederik Pohl, A. E. van Vogt, Marion Zimmer Bradley, ha meur a zen all. Gantañ ez eo bet skrivet an istor skiant-faltazi berrañ a voe biskoazh : Cosmic Report Card: Earth ("Karned-notennoù kosmek : Douar", 1973 ; F eo lizherenn nemeti ar skrid, eleze an notenn fallañ a c'heller kaout er reizhiad desaverezh stadunanat). Lod eus e oberennoù zo bet troet en alamaneg, e galleg, en italianeg, en izelvroeg, e spagnoleg hag e serbeg.
Ouzhpenn skiant-faltazi, moliac'h ha spont zo bet skrivet gant Ackerman ; peogwir e skore stourm ar gumuniezh LGBT en deus skrivet meur a istor lesbianiezh dindan an anv-pluenn « Laurajean Ermayne », a zo bet embannet er gelaouenn lesbian Vice Versa (1947-1948), ken e voe lakaet da "Lesbian a Enor" gant ar gevredigezh lesbianed Daughters of Bilitis e San Francisco[6].
Dre e gelaouenn Famous Monsters of Filmland (1958–1983) e lakaas ur remziad yaouank da zeskiñ a-zivout Istor ar filmoù S-F, moliac'h ha spont. Ouzhpenn da skrivañ en FMoF e savas pennadoù evit kelaouennoù damheñvel er bed a-bezh, en o zouez ur pennad miziek er gelaouenn Arc'hantinat La Cosa: Cine Fantástico.
Er bloavezhioù 1960 e c'houlennas digant e wreg, a oa un alamanegerez, sikour gantañ da dreiñ e saozneg ar stirad S-F alamanek Perry Rhodan (sizhuniek, 1961-bremañ) bet krouet gant Walter Ernsting (1920-2005) ha Karl-Herbert Scheer (1928-1991) ; adalek 1969 betek 1977 e voe embannet al levrioù en SUA ; goude-se e tivizas prenerien an embanner Ace Books e oa re droet ar stirad war-du ar yaouankiz evit bezañ embannet ganto : an niverenn 118 e voe an hini ziwehañ (niv. 126 er stirad orin). Ackermann a embannas e-unan an niverennoù 127-145 (en Alamagn, an niverenn 3217 zo deuet er-maez d'ar Yaou 13 a viz Ebrel 2023[7].
Un aktour e voe Forrest J Ackermann ivez, pa c'hoarias e tremen 200 film rumm B — skiant-faltazi, moliac'h pe spont bepred ar braz anezho.
Diwar un taol-kalon e varvas Forrest James Ackerman d'ar 4 a viz Kerzu 2008, oadet a 92 vloaz. Er vered anvet Forest Lawn Memorial Park e Los Angeles emañ e vez[8].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1953 : Hugo Awards: #1 Fan Personality[9]
- 1974 : First Fandom Hall of Fame Award[10]
- 1996 : Bram Stoker Lifetime Achievement Award[11] • First Fandom Hall of Fame Award[10] • 1946 Retro-Hugo Awards / Best Fanzine evit Voice of the Imagi-Nation[12]
- 1999 : First Fandom Hall Sam Moskowitz Archive Award[13]
- 2002 : World Fantasy Award Award / Life Achievement[14]
- 2019 : 1944 Retro-Hugo Awards / Best Fan Writer[15]
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ul listenn glok zo en Internet Speculative Fiction Database[16].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Corliss, Richard. Sci-Fi's No. 1 Fanboy, Forrest J Ackerman, Dies at 92. In : 'Time, 06/12/2008. Kavet : 14/04/23.
- ↑ (en) History and Facts about Vampires'. Kavet : 14/04/23.
- ↑ 'Internet Movie Database'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) 'The Reigh of the Superman, p. 13. Kavet : 14/04/23.
- ↑ (en) King, Stephen. On Writing – A Memoir of the Craft. New York : Scribner, 2000, p. 35 (ISBN 978-0-684-85352-9)
- ↑ (en) Brock, Jason Vincent. Forrest J Ackerman – Fan Zero. In : Disorders of Magnitude: A Survey of Dark Fantasy. Lanham : Rowman & Littlefield, 2014, pp. 17-31 (ISBN 978-1-4422-3524-3) • En-linenn. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (de) 'Perry Rhodan 3217: Griff nach den Sternen'. Kavet : 14/04/2023.)
- ↑ (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) '1953 Hugo Awards'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ 10,0 ha10,1 (en) 'First Fandom Hall of Fame Award'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) 'Bram Stoker Lifetime Achievement Award'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) '1946 Retro-Hugo Awards'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) 'First Fandom Hall Sam Moskowitz Archive Award'. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) ' 2002 World Fantasy Award '. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ (en) '1944 Retro-Hugo Awards. Kavet : 14/04/2023.
- ↑ 'ISFDb'. Kavet : 14/04/2023.