Mont d’an endalc’had

Larry Siegel

Eus Wikipedia
Larry Siegel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanLarry Kemmañ
Anv-familhSiegel Kemmañ
Deiziad ganedigezh1925 Kemmañ
Deiziad ar marv20 Eos 2019 Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Parkinson Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, aktour, senarioour(ez) Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur an Illinois en Urbana–Champaign Kemmañ
Prizioù resevetPrimetime Emmy Awards Kemmañ

Lawrence Harvey "Larry" Siegel (New York, 29 a viz Here 1925Santa Monica, 20 a viz Eost 2019) a oa ur skrivagner komediennoù hag ur flemmganer stadunanat a skrivas evit ar c'hoariva, kelaouennoù hag ar skinwel.

Seizh gwech e voe diuzet gant an Emmy Awards, a c'hounezas teir gwech a-drugarez d'e labour en abadenn skinwel The Carol Burnett Show[1]. Unan eus skridaozerien bennañ ar gelaouenn Mad Magazine[2] eo bet e-pad 33 bloaz, arbennigour ma oa war ar goapaat filmoù ; ur flemmganer er gelaouenn Playboy e voe ivez.

Tri istor berr skiant-faltazi skrivet gantañ a voe embannet er bloavezhioù 1950.

E 1925 e voe ganet Larry Siegel e New York. Oadet a 18 vloaz e oa e 1943 pa voe embannet er gazetenn The Washington Post e varzhoneg Oh Dear What Can Sinatra Be?, un drevezadur eus ar rimadell hengounel Oh Dear What Can the Matter Be? evit ober goap eus Frank Sinatra hag e fanezed.

Er bloaz-se end-eeun e voe galvet gant an US Army ; goude e stummadur e Georgia e 1944 ec'h emezelas en 10vet Mountain Division a voe kaset da Napoli, en Italia, evit un emgann e miz Genver 1945. Ur fuzuilhour e voe L. H. Siegel, un haroz enoret gant 6 medalenn hag ur Purple Heart[3].

Goude an Eil Brezel-bed ec'h eas d'ar skol-veur University of Illinois. E-kerzh e studi ec'h aozas skridoù fentus evit kelaouenn ar skol, kent bezañ he fennskridaozer. Echu e studi gantañ e tistroas davet e familh e New York er bloaz 1950. Pemp bloaz diwezhatoc'h e priedas Helen Hartman, a laboure en Aozadur ar Broadoù Unanet. D'ar mare-se ivez e voe embannet e istorioù skiant-faltazi.

E dibenn ar bloavezhioù 1950 e krogas da skrivañ pennadoù fentus evit ar c'helaouennoù Humbug, Mad Magazine ha Playboy. Tremen 300 pennad a skrivas evit Mad Magazine, a-hed tremen 150 niverenn[2], en o zouez ur 80 flemmskrid bennak a-zivout filmoù hag abadennoù skinwel hag un toullad kanaouennoù droch hag a dreveze kanaouennoù brudet, ar pezh a vroc'has ar c'hanaozer hollvrudet Irving Berlin ; prosez a voe e 1961, a voe kollet e 1963. Da heul ar prosez e voe embannet e 1964 lezennoù gwirioù-eilañ hag a dalvez hiziv c'hoazh[4].

E 1965, diwar atiz ar sonaozourez, senariourez ha skrivagnerez Mary Rodgers (1931-2014) ha hini rener Mad, e labouras L. H. Siegel gant Stan Hart (1928-2017), ur skridaozer all eus skipailh ar gelaouenn (The usual gang of idiots), evit The Mad Show, ur gomedienn war gan awenet gant fent Mad Magazine a voe c'hoariet 871 gwech adalek an 9 a viz Genver 1966 betek an 10 a viz Gwengolo 1967[5] ha brudet er bed a-bezh.

A-c'houde ar berzh bras-se e tilojas an tiegezhioù Hart ha Siegel e 1968 da Los Angeles, ma skrivjont a-gevret evit ar skinwel. Adalek 1970 e skrivas Larry Siegel evit an abadenn Rowan & Martin's Laugh-In, a badas betek 1973[6]. Diwezhatoc'h e tistroas da genlabourat gant Stan Hart evit The Carol Burnett Show a-hed tri bloaz betek 1974, kent distreiñ e 1977 ha gounit un trede Emmy Award.

Goude labouret evit meur a abadenn er bloavezhioù 1980 ec'h eas L. H. Siegel da gelenn ar sevel komediennoù en UCLA e-kerzh ar bloavezhioù 1990 hag e savas bruderezh.

Betek an oad a 87 vloaz e labouras Larry Siegel, kent bezañ taget gant kleñved Parkinson. D'an 20 a viz Eost 2019 e varvas, oadet a 93 vloaz.

Skiant-faltazi
  • 1950 : Another Chance for Casey, istor berr er gelaouenn The Magazine of Fantasy and Science Fiction, miz Kerzu 1950.
  • 1954 : Dead-Eye Daniel, istor berr e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, miz Du 1950[7].
  • 1960 : How Not to Write a Best Seller, en torkad The Bedside Playboy. Chicago : Playboy Press, 1963.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) 'Emmy Awards'. Kavet : 27/02/2023.
  2. 2,0 ha2,1 (en) 'Mad Magazine Contributors'. Kavet : 27/02/2023.
  3. Koshañ medalenn SUA eo ar Purple Heart ("Kalon Vouk") ; gwelit 'U.S. DepartmentofDefense'. Kavet : 27/02/2023.
  4. (en) 'Irving Berlin et al. v. E.C. Publications, Inc.'. Kavet : 27/02/2023.
  5. (en) 'Internet Off-Broadway Database'. Kavet : 27/02/2023.
  6. (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 27/02/2023.
  7. Embannet e galleg dindan an talbenn Les joies de la télévision en dastumad La grande anthologie de la science-fiction, levrenn Histoires de demain. Paris : Le Livre de Poche, 2000 (ISBN 978-2-253-00749-4)