Algernon Blackwood
Algernon Blackwood CBE | |
---|---|
Poltredet a-raok 1916
| |
Anv | Algernon Henry Blackwood |
Ganedigezh | 14 Meurzh 1869 Shooter's Hill, Kent Bro-Saoz |
Marv | 10 Kerzu 1951 London |
| |
Micher | Skrivagner |
Maread | 1908 – 1949 |
Doare | Skiant-faltazi Euzh Moliac'h espar |
Algernon Henry Blackwood, CBE, (14 a viz Meurzh 1869 – 10 a viz Kerzu 1951) a oa ur skrivagner saoz war dachenn ar skiant-faltazi, an euzh hag ar faltazi espar. Unan eus ar skrivagnerien strujusañ a-fet istorioù tasmantoù e voe en Istor an doare lennegezh diwezhañ-se.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Shooter's Hill e gwalarn Kent (bremañ un distrig e gevred London) e voe ganet Algernon H. Blackwood d'ar 14 a viz Meurz 1869, mab da Sir Stevenson Arthur Blackwood, merour en ur burev post, ha da Harriet Dobbs, intañvez George Montagu, 6vet dug Manchester. Kristenien dibleg e oa e dud[1].
Adalek 1871, pa oa 2 vloaz, betek 1880 (11 vloaz) e vevas e Crayford Manor House, nepell diouzh e di genidik, hag e voe skoliet evel lojad e Wellington College e Crowthorne, Berkshire. Pelloc'h pa oa ur c'hrennard anezhañ e voe kaset da studiañ en ur skol dalc'het gant Breuriezh Moravia er Schwarzwald, Alamagn.
-
Crayford Manor House
Pa oa 21 bloaz, e 1890, e lennas ul levr a-zivout ar voudaegezh ; adalek neuze e chomas dedennet-bras ganti ha gant prederouriezhioù all deuet eus ar Reter-Pellañ[1].
Er bloaz-se ivez en devoe ur yalc'had evit mont da Ganada da labourat en un atant ; eno e veras ul leti ivez e-pad c'hwezh miz hag alies e veze alies e bodadegoù an Toronto Theosophical Society, bet diazezet e 1891[2]. E Kanada edo c'hoazh pa droas istorioù diwar an alamaneg hag ar galleg[1]. Diwezhatoc'h ec'h eas da gelaouaer e New York evit an New York Evening Sun, e voe servijer en un ostaleri, diskouezer-giz, kazetenner evit The New York Times, sekretour prevez, den a aferioù ha kelenner biolin[3].
A-hed ar bloavezhioù war-lerc'h e voe ur skridarnodour evit mareadegoù. E deroù an XXvet kantved, pa oa tost da 40 vloaz, e tistroas da Vro-Saoz ma krogas da skrivañ istorioù a-zivout anadennoù dreistnatur ; evel ar skrivagner meur Charles Dickens ec'h emezelas er Ghost Club[4]. Berzh a eure gant e oberennoù, pa savas da nebeutañ dek dastumad istorioù berr a gontas diwezhatoc'h war skingomz ha skinwel ar BBC adalek 1934[1]. Ouzhpenn dezho e skrivas 14 romant, meur ar levr evit ar vugale, ha pezhioù-c'hoari a voe c'hoariet hogen hep bezañ embannet.
Biskoazh ne zimezas Algernon Blackwood, a oa un den outañ e-unan[5]. Eveltañ eo e dudennoù : darn kevrinidi o vevañ serret, darn sportourien en natur ; pa ne oa ket beuzet e damkanioù ar voudaegezh pe ar Rozenn-Groaz e veze o skiañ pe o krapat war menezioù[3].
Unan eus izili an Hermetic Order of the Golden Dawn ("Urzh Hermezek ar Werelaouenn Alaouret" e voe[6].
The Willows ha The Wendigo eo oberennoù brudetañ A. Blackwood, a-douez un niver dianav a istorioù — ar skrivagner e-unan ne ouie ket, boas ma oa da skrivañ diwar c'houlenn berr ar gazetenn-mañ-kazetenn. Un niver bras a istorioù euzh a skrivas, hogen evit lakaat ur santad a zoujañs da sevel el lennerien hag al lennerezed kentoc'h eget evit o spontañ ; ar romantoù The Centaur (1911), Julius LeVallon (1916) hag e gendalc'h The Bright Messenger (1921) zo skouerioù mat eus kement-se. En ul lizher d'an istorour Peter Penzoldt e skrivas Algernon Blackwood:
My fundamental interest, I suppose, is signs and proofs of other powers that lie hidden in us all; the extension, in other words, of human faculty. So many of my stories, therefore, deal with extension of consciousness; speculative and imaginative treatment of possibilities outside our normal range of consciousness.... Also, all that happens in our universe is "natural"; under Law; but an extension of our so limited normal consciousness can reveal new, extra-ordinary powers etc., and the word "supernatural" seems the best word for treating these in fiction. I believe it possible for our consciousness to change and grow, and that with this change we may become aware of a new universe. A "change" in consciousness, in its type, I mean, is something more than a mere extension of what we already possess and know.
"Ar sinoù hag ar prouennoù eus galloudoù all a zo kuzhet ennomp holl eo ma atapi pennañ, a soñj din ; da lavaret eo an astenn d'ar galloud denel. Neuze, un niver bras eus ma istorioù a bled gant astenn an emskiant ; prederiañ en un doare tebouezel hag ijinus war galloudoù a c'hallfe bezañ e-maez skalfad reizh hon emskiant... Ivez, "naturel" eo kement a c'hoarvez en hon hollved ; hervez Lezenn ; met un astenn d'hon emskiant reizh ker bevennet a c'hell diskuliañ galloudoù nevez, dreistordinal hag all, hag ar ger "dreistnatur" a hañval bezañ ar ger gwellañ evit plediñ ganto er faltazi. Krediñ a ran e c'hall hon emskiant kemmañ ha kreskiñ, ha dre ar c'hemm-se e c'hellfemp dont da vezañ emskiant eus un hollved nevez. Ur "c'hemm" en emskiant, en e zoare, a fell din lavaret, zo un dra bennak muioc'h eget un astenn hepken eus ar pezh hon eus dija hag a ouzomp."[7]
D'an oad a 82 vloaz e varvas Algernon H. Blackwood d'an 10 a viz Kerzu 1951, goude meur a daol-kalon. Devet e voe e gorf e krematoriom Golders Green e London. Un nebeud sizhunvezhioù diwzezhatoc'h e voe kaset e ludu da Saanenmöser Pass en Alpoù suis, ma voent fiziet en avelioù e-touez ar menezioù en devoa karet kement.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1909 : Jimbo: A Fantasy • The Education of Uncle Paul
- 1910 : The Human Chord
- 1911 :The Centaur
- 1913 : A Prisoner in Fairyland (kendalc'h da The Education of Uncle Paul)
- 1915 : The Extra Day
- 1916 : Julius LeVallon • The Wave
- 1918 : The Promise of Air • The Garden of Survival
- 1921 : The Bright Messenger (kendalc'h da Julius LeVallon)
- 1929 : Dudley & Gilderoy: A Nonsense
Evit ar vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1927 : Sambo and Snitch
- 1934 : The Fruit Stoners: Being the Adventures of Maria Among the Fruit Stoners
Pezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloazioù al leurenniñ zo roet, rak biskoazh n'int bet embannet.
- 1915 : The Starlight Express (a-gevret gant Violet Pearn ; bommoù sonerezh gant Edward Elgar (1857-1934) ; diazezet war ar romant A Prisoner in Fairyland
- 1918 : Karma (agevret gant Violet Pearn)
- 1920 : The Crossing (a-gevret gant Bertram Forsyth ; diazezet war an istor berr Transition) • Through the Crack (a-gevret gant Violet Pearn ; diazezet war ar romantoù The Education of Uncle Paul hag The Extra Day)
- 1921 : White Magic (a-gevret gant Bertram Forsyth) • The Halfway House (a-gevret gant Elaine Ainley)
- 1929 : Max Hensig (a-gevret gant Frederick Kinsey Peile ; diazezet war an istor berr Max Hensig – Bacteriologist and Murderer
Dastumadoù istorioù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1906 : The Empty House and Other Ghost Stories
- 1907 : The Listener and Other Stories
- 1908 : John Silence
- 1910 : The Lost Valley and Other Stories
- 1912 : Pan's Garden: a Volume of Nature Stories
- 1914 : Ten Minute Stories • Incredible Adventures
- 1917 : Day and Night Stories
- 1921 : Wolves of God, and Other Fey Stories
- 1924 : Tongues of Fire and Other Sketches
- 1927 : Ancient Sorceries and Other Tales • The Dance of Death and Other Tales
- 1929 : Strange Stories
- 1930 : Short Stories of To-Day & Yesterday
- 1932 : The Willows and Other Queer Tales
- 1935 : Shocks
- 1938 : The Tales of Algernon Blackwood
- 1942 : Selected Tales of Algernon Blackwood (disheñvel diouzh an dastumad heñvelanvet bet embannet e 1964)
- 1945 : Selected Short Stories of Algernon Blackwood
- 1946 : The Doll and One Other
- 1949 : Tales of the Uncanny and Supernatural
- Dalif
- 1957 : In the Realm of Terror
- 1963 : The Dance of Death and Other Stories
- 1964 : Selected Tales of Algernon Blackwood (disheñvel diouzh an dastumad heñvelanvet bet embannet e 1942)
- 1967 : Tales of the Mysterious and Macabre
- 1968 : Ancient Sorceries and Other Stories
- 1973 : Best Ghost Stories of Algernon Blackwood • The Best Supernatural Tales of Algernon Blackwood
- 1977 : Tales of Terror and Darkness
- 1983 : Tales of the Supernatural
- 1989 : The Magic Mirror
- 1997 : The Complete John Silence Stories
- 2002 : Ancient Sorceries and Other Weird Stories
- 2004 : Algernon Blackwood's Canadian Tales of Terror
- 2020 : Roarings from Further Out: Four Weird Novellas
Arnodskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dalif
- 2022 : The Lure of the Unknown: Essays on the Strange
Emvuhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1923 : Episodes Before Thirty
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) The Internet Speculative Fiction Database. Kavet : 29 Kzu 24.
- (en) Fantastic Fiction. Kavet : 29 Kzu 24.
- Oberennoù en-linenn
- (en) Algernon Blackwood @ Wikisource. Kavet : 29 Kzu 24.
- (en) Algernon Blackwood @ Blackwood Stories. Kavet : 29 Kzu 24.
- (en) Algernon Blackwood Quotes. Kavet : 29 Kzu 24.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Colombo, John Robert. Blackwood's Books: A Bibliography Devoted to Algernon Blackwood. Toronto : Hounslow Press, 1981 (ISBN ???)
- (en) Ashley, Mike. Algernon Blackwood – An Extraordinary Life. New York : Carroll & Graf, 2002 (ISBN 978-0-7867-0928-1)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) Mosse, Kate. Horror in the shadows @ The Guardian, 27/10/2007. Kavet : 29 Kzu 24.
- ↑ (en) Toronto Theosophical Society. Kavet : 29 Kzu 24.
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) Sullivan, Jack. The Penguin Encyclopedia of Horror and the Supernatural, p. 38. New York : Viking Press, 1986 (ISBN 978-0-670-80902-8)
- ↑ (en) The Ghost Club. Kavet : 29 Kzu 24.
- ↑ (en) Sullivan, Jack. The Penguin Encyclopedia of Horror and the Supernatural, p. 39.
- ↑ (en) Regardie, Israel. The Golden Dawn, p. ix. Woodbury, Minnesota : Llewellyn Publications, 1982 (ISBN 978-0-87542-664-8)
- ↑ (en) Penzoldt, Peter (1952). The Supernatural in Fiction, rann II, pennad 7. New York : Humanities Press, 1965.