Charles Dickens
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv e yezh-vamm an den | Charles Dickens |
| Anv ganedigezh | Charles John Huffam Dickens |
| Anv-bihan | Charles, John, Huffam |
| Anv-familh | Dickens |
| Lesanv | بوز |
| Deiziad ganedigezh | 7 C'hwe 1812 |
| Lec'h ganedigezh | Landport |
| Deiziad ar marv | 9 Mez 1870 |
| Lec'h ar marv | Gads Hill Place |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | cerebral hemorrhage |
| Lec'h douaridigezh | abati Westminster |
| Tad | John Dickens |
| Mamm | Elizabeth Dickens |
| Breur pe c'hoar | Frederick Dickens, Alfred Lamert Dickens, Augustus Dickens, Letitia Mary Dickens |
| Pried | Catherine Dickens |
| Kompagnun(ez) | Ellen Ternan |
| Familh | Dickens family |
| Yezh vamm | saozneg Breizh-Veur |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, saozneg Breizh-Veur |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg Breizh-Veur |
| Tachenn labour | lennegezh |
| Lec'h annez | Charles Dickens Museum, Tavistock House |
| Lec'h labour | Rochester |
| Relijion pe kredenn | Iliz anglikan |
| Contributed to creative work | Household Words |
| List of works | Charles Dickens bibliography |
| Diellaouet gant | Leeds University Library, Louis Round Wilson Library |
| Oberennoù zo en dastumad | Victoria and Albert Museum, Geldersch Landschap en Kasteelen, Royal Collections of the Netherlands, Stedelijk Museum, Anne Frank House |
| Luskad | literary realism |
| Tachenn | novella, non-fiction |
| Contributor to the creative work or subject | Household Words |
| Levezonet gant | Daniel Defoe, Walter Scott, Henry Fielding, Elizabeth Inchbald, Tobias Smollett |
| Prizioù resevet | Fellow of the Royal Society of Arts |
| Deskrivet dre | Charles Dickens in his Study |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Charles Dickens (7 a viz C'hwevrer 1812 - 9 a viz Even 1870) a oa ur skrivagner saoz ganet e Landport, kichen Portsmouth. E 1814 e heulias e familh da Londrez ha goude-se da Chatham. Ne studias ket en ur skol met kalz traoù a zeskas e straedoù, a zlefe c'hoari ur perzh bras en e romantoù.
Da 22 vloaz e krogas da labourat evel kazetenner er Morning Chronicle. E 1836 e euredas gant Catherine Hogart a roas dek bugel dezhañ. Dizimeziñ diganti a reas e 1858, avat. Skrivañ a reas Charles Dickens kalz romantoù ha danevelloù e kazetennoù. An hini kentañ a voe The Pickwick Papers embannet e miz Meurzh 1836. Heuliet e voe gant Oliver Twist (1837), Nicholas Nickelby (1839) ha The Old Curiosity Shop (1841).
Tremen a reas Charles Dickens un darn vras eus e vuhez en estrenvro ma skrivas un nebeud eus e romantoù pouezusañ evel David Copperfield (1850), A Tale of Two Cities (1860), Great Expectations (1861). Marvet eo e 1870 e Londrez.
Anaoudegezh a reas Charles Dickens gant skrivagnerien SUA pan eas d'o bro. Gant tud evel Washington Irving e klaskas ober eus ar skrivañ ur gwir vicher ha goulenn a reas ma vije lezennoù strishoc’h da wareziñ gwirioù ar skrivagnerien.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Oberennoù arall pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|