The Posthumous Papers of the Pickwick Club

Eus Wikipedia
Golo ur c'haierad eus The Posthumous Papers of the Pickwick Club e 1836

The Posthumous Papers of the Pickwick Club (pe The Pickwick Papers [ðə 'pɪkwɪk 'peɪpəz], d'ober berroc'h) eo ar c'hentañ romant saoznek skrivet gant Charles Dickens (1812-1870). Goulennet e oa bet digantañ goude ar berzh graet gant Sketches by Boz, embannet e 1836.
Embannet e voe a-gaieradoùigoù etre miz Meurzh 1836 ha miz Du 1837, sinet "Boz", ha berzh a reas kenkent. Pevar c'hant skouerenn a oa bet graet eus an niverenn gentañ, ha 40 000 a veze graet eus ar re diwezhañ.

Samuel Pickwick eo haroz al levr, un doare Don Quijote saoz, gant e vevel Sam Weller. Adkemeret e voe skouer ar c'houblad-se gant P. G. Wodehouse adalek ar bloavezhioù 1900[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Joseph, Michael. "P.G. Wodehouse", The Bookman, June 1929