Mont d’an endalc’had

Poul Anderson

Eus Wikipedia
Poul Anderson
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPoul Anderson Kemmañ
Anv ganedigezhPoul William Anderson Kemmañ
Anv-bihanPoul Kemmañ
Anv-familhAnderson Kemmañ
LesanvA. A. Craig Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Du 1926 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBristol Kemmañ
Deiziad ar marv31 Gou 2001 Kemmañ
Lec'h ar marvOrinda Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
PriedKaren Anderson Kemmañ
BugelAstrid Anderson Bear Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, romanter, oberour, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Minnesota Kemmañ
Lec'h annezPennsylvania Kemmañ
Deroù ar prantad labour1948 Kemmañ
Oberenn heverkThe Broken Sword, Tau Zero Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ

Poul William Anderson (Bristol, Pennsylvania, 25 a viz Du 1926Orinda, California, 31 a viz Gouere 2001) a oa ur skrivagner skiant-faltazi ha fantasy stadunanat, adalek ar bloavezhioù 1940 betek e dremenvan. Romantoù istorel a skrivas ivez.

Seizh gwech e voe roet an Hugo Award dezhañ, ha teir gwech an Nebula Award. Un niver bras eus e oberennoù a voe troet diwar ar saozneg e 16 yezh europat, e ruseg hag e japaneg.

Dindan e anv gwir e voe embannet e oberennoù, met lod anezho a sinas "P. Sanders" ha lod all "A. A. Craig".

D'ar 25 a viz Du 1926 e voe ganet Poul Anderson e Bristol, Pennsylvania, en un tiegezh deuet eus Skandinavia[1] Nebeut goude e c'hanedigezh ec'h eas an tiegezh d'en em staliañ e Texas e-pad tremen dek vloaz, betek marv an tad. Goude-se e tistroas ar vamm hag ar vugale da Zanmark. Pa darzhas an Eil Brezel-bed e 1939 e tistroas an tiegezh da SUA, ma chomjont en un atant e Minnesota.

P'edo Poul Anderson war e studi e Skol-veur Minnesota e voe embannet daou istor gantañ e 1947 er gelaouenn Astounding Science Fiction. E 1948 e voe diplomet war ar fizik hag e tivizas bezañ ur skrivagner a-vicher. Un trede istor a voe embannet er bloaz-se end-eeun en hevelep kelaouenn. Gant e stummadur skiantel hag e ouiziegezh war yezhoù ha lennegezh Skandinavia e voe maget e oberennoù a-hed 60 vloaz[1].

Er bloaz 1953 e priedas d'ar skrivagnerez June Millichamp Kruse (1932-2018), a genskrivas nav levr gantañ, kent mont da vevañ da Orinda e rannvro Bae San Francisco. Bloaz war-lerc'h e voe ganet o merc'h Astrid, a zimezas diwezhatoc'h gant ar skrivagner ha skeudennaouer S-F Greg Bear (1951-2022).

E 1954 ivez ec'h embannas Poul anderson The Broken Sword ("Ar c'hleze torr"), ur romant heroic fantasy hag unan eus e oberennoù brudetañ.

Poul Anderson a voe unan eus diazezerien ar Society for Creative Anachronism (SCA, a bled gant studiañ hag adframmañ Istor ar Grennamzer) e 1966 ; e-kreiz ar bloavezhioù 1960 ivez e kemeras perzh e sevel ar Swordsmen and Sorcerers' Guild of America (SAGA), ur strollad skrivagnerien heroic fantasy en doare Sword & Sorcery ("Kleze ha Sorserezh").

C'hwec'hvet kadoriad ar Science Fiction and Fantasy Writers of America (SFWA) e voe Poul Anderson (1972-1973)[2].

D'an 31 a viz Gouere 2001 e varvas ar skrivagner en Orinda, oadet a 74 vloaz, diwar gankr ar raksavenn.

  • 1961 : Hugo Award evit The Longest Voyage[3].
  • 1964 : Hugo Award evit No Truce with Kings[4].
  • 1969 : Hugo Award evit The Sharing of Flesh[5].
  • 1971 : Nebula Award evit The Queen of Air and Darkness[6].
  • 1972 : Hugo Award evit The Queen of Air and Darkness[7]Locus Award evir The Queen of Air and Darkness[8]Nebula Award evit Goat Song[6].
  • 1973 : Hugo Award evit Goat Song[9].
  • 1975 : Mythopoeic Fantasy Award evit A Midsummer Tempest[10].
  • 1978 : Gandalf Grand Master of Fantasy Award[11].
  • 1979 : Hugo Award evit Hunter’s Moon[12].
  • 1981 : Nebula Award evit The Saturn Game[6].
  • 1982 : Hugo Award evit The Saturn Game[13].
  • 1985 : Prometheus Award evit Trader to the Stars[14]
  • 1986 : San Diego Comic-Con International's Inkpot Awards[15].
  • 1995 : Prometheus Award evit The Stars are also Fire[14]Prometheus Award evit The Star Fox[14].
  • 1997 : Grand Master ar Science Fiction Writers of America (SFWA)[16].
  • 1998 : Pegasus Award da Anne Passovoy evit ar ganaouenn skiant-faltazi Mary O'Meara, ur varzhoneg gant Poul Anderson[17].
  • 2000 : Science and Fantasy Hall of Fame[18].
  • 2001 : John W. Campbell Memorial Award for Best Science Fiction Novel evit Genesis[19]?
Dalif
  • 2001 : an asteroidenn "1990 KT", bet kavet gant Eleanor Francis Helin d'an 21 a viz Mae 1990 zo anvet "(7758) Poulanderson"[20].
  • 2010 : Prometheus Award (dalif) evit No Truce with Kings[14].
  • 2020 : Prometheus Award (dalif) evit Sam Hall[14].
  1. 1,0 ha1,1 (en) 'The encyclopedia of Science Fiction'. Kavet : 17/02/2023.
  2. (en) SFWA. Kavet : 17/02/2023.
  3. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  4. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  5. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  6. 6,0 6,1 ha6,2 (en) 'Nebula Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  7. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  8. (en) 'Locus Awards 1972'. Kavet : 17/02/2023.
  9. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  10. (en) 'Mythopoeic Fantasy Award'. Kavet : 17/02/2023.
  11. (en) 'The Locus Index to Science Fiction Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  12. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  13. (en) 'Hugo Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  14. 14,0 14,1 14,2 14,3 ha14,4 (en) 'Libertarian Futurist Society'. Kavet : 17/02/2023.
  15. (en) 'Comic-Con'. Kavet : 17/02/2023.
  16. (en) 'SFWA'. Kavet : 17/02/2023.
  17. (en) 'The Pegasus Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  18. (en) 'Science and Fantasy Hall of Fame'. Kavet : 17/02/2023.
  19. (en) '2001 John W. Campbell Memorial Awards'. Kavet : 17/02/2023.
  20. (en) 'Minor Planet Center'. Kavet : 17/02/2023.