Isaac Asimov

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Isaac Asimov (kent 1959)

Isaac Asimov (c. 2 a viz Genver 1920 - 6 a viz Ebrel 1992) zo ur skrivagner hag ur skiantour stadunanat bet ganet e Rusia. Brudet eo dre e romantoù skiant-faltazi dreist-holl, hag e levrioù ledañ skiant. Muioc'h eget 500 levr en deus skrivet, diwar-benn hogozik pep dodenn war-bouez ar brederouriezh.

Evel unan eus ar skrivagnerien skiant-faltazi pouezusañ eus ar mare klasel e vez-eñ barnet. E oberenn vrudetañ eo The Foundation series, met anavezet eo ivez evit The Galactic empire series ha The Robot series. An daou heuliad-mañ en deus liammet ouzh Foundation e fin e vuhez.

Un ezel eus Mensa e oa, ha prezidant an American Humanist Association.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Rusia, er shtetl Petrovichi en oblast Smolensk e oa bet ganet Isaac Asimov da Anna Rachel Berman Asimov ha Judah Asimov, a oa milinerien. Divroet o doa d'ar Stadoù Unanet pa oa-eñ tri bloaz. Tremen a reas e yaouankiz e Brooklyn hag ar yideg a oa e yezh-vamm.
E dud o doa ur stal vihan ma veze gwerzhet dastumadennoù pulp magazines ; drezo e tizoloas ar skiant-faltzi, ha da 11 vloaz e krogas da skrivañ.

Studiañ a reas e Skol-veur Boston ma tapas ur Ph.D (doktorelezh) war kimiezh ar vuhez e 1948. E-pad an Eil Brezel-bed e labouras en ur ehanlec'h-arnodiñ e Philadelphia. Servijañ a reas en US Army e-pad nav miz goude fin ar brezel.

Goude bezañ tapet e zoktorelezh e labouras e Skol-veur Boston evel iskelenner (associate professor). E 1958 e paouezas da gelenn evit mont da skrivagner – muioc'h e c'houneze gant e levrioù eget gant e c'hopr kelenner dija. Un ezel eus ar Skol-veur e chomas avat, hag e 1979 e voe anvet da gelenner.

D'ar 26 a viz Gouere 1942 e timezas gant Gertrude Blugerman (1917-1990). Daou vugel o deus bet : David e 1951 ha Robin Joan e 1955. Dibriediñ a reas-eñ e 1973 ha gant Janed O. Jeppson e addimezas en hevelep bloaz.

Marvet eo d'ar 6 a viz Ebrel 1992. Dek vloaz goude e varv e tiskulias e eil gwreg e oa marvet gant an HAZA, en devije tapet dre un treuzwazhiadur. Skrivañ a ra Janed Asimov e gourfenn he emvuhezadur It's been a good life en doa soñjet diskuliañ e oa klañv met e vezeg en doa e gendrec'het da chom hep ober.

Respet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respet Isaac Asimov a c'heller rannañ etre meur a varead. Etre 1939 ha 1950 e skrivas skiant faltazi dreist-holl. Paouez a reas goude embannadur The Naked Sun ha betek 1982 en em ouestlas da ledañ ar skiant. Ne skrivas nemet pevar romant S-F e-pad ar maread-mañ. Goude 1982 e embannas Isaac Asimov un heuliad nevez a romantoù en doa skrivet evit strobañ e levrioù kentañ en un hollad kenstag.

Tri zermen ijinet gant Isaac Asimov zo tremenet er yezh voutin : robotics, psychohistory ha positronic, daoust ma vez implijet an eil gant ur ster disheñvel diouzh an hini a veze roet dezhi gant Asimov.

Skiant-faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1939 e embannas Isaac Asimov e zanevell S-F kentañ, Marooned Off Vesta. E 1941 e skrivas Nightfall, hag a vez graet anezhi unan eus an danevelloù gwellañ en istor an S-F.

Ar stirad Foundation a grogas gantañ e 1942. An danevelloù-se, hag a vo dastumet e teir levrenn Foundation (1951), Foundation and Empire (1952), ha Second Foundation (1953), a liv diskar hag adsavidigezh un impalaeriezh c'halaksiek en dazont. E oberenn vrudetañ eo, gant ar stirad Robot. E genderc'hel a reas goude 1982 gant Foundation's Edge (1982), Foundation and Earth (1986) Prelude to Foundation (1988) ha Forward the Foundation (1992).

E zanevelloù a-zivout ar robotoù a grogas d'an hevelep mare. Diwezhatoc'h, un darn vras anezho a voe dastumet e I, Robot. Enno e stalias Asimov e 3 Lezenn ar Robotegezh, o devoe ul levezon vras war skrivagnerien ha soñjourien arall.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stiradoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Robot series
The Galactic empire series
Foundation I

Foundation II

Romantoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù-polis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevelloù-polis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ledañ ar skiant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Magazine of Fantasy and Science Fiction

Levrioù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.png Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.