Manhattan
- Evit implijoù all, gwelet Manhattan (disheñvelout).
Deiziad krouiñ | 1624 |
---|---|
Anv ofisiel | Manhattan |
Anv er yezh a orin | Manhattan |
Treuzskrivadur API | mænˈhætən |
Anvet diwar | Manhattan |
Anv annezidi | manhattaniti |
Stad | Stadoù-Unanet |
Kêr-benn | talvoud ebet |
E tiriad | New York |
Gwerzhid-eur | Eastern Time Zone, UTC−05:00, UTC−04:00 |
War ribl | East River, Hudson (stêr), Upper New York Bay, Harlem River, Spuyten Duyvil Creek |
Daveennoù douaroniel | 40°43′42″N 73°59′39″W |
Penn an aotrouniezh | Gale Brewer |
Coextensive with | New York County |
Darvoud-alc'hwez | Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 |
Lec'hienn ofisiel | http://manhattanbp.nyc.gov/html/home/home.shtml |
KML file | Template:Attached KML/Manhattan |
Dezverket dre | congestion pricing |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Manhattan |
Kod pellgomz an takad | 212, 646, 917 |
Category for the view from the item | Category:Views from Manhattan, New York City, Category:Views from automobiles in Manhattan, New York City |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Manhattan, New York City |
Manhattan (distagadur: [mænˈhætən]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Ur plas arc'hantel bras eo, hag eno emañ Wall Street hag an New York Stock Exchange. Ur bern skraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo 2001. Er New York City Hall (« Ti-kêr New York ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Columbia University, New York University ha Rockfeller University.
Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez ar Broadoù Unanet a gaver eno. E China Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017,[1]. Ar mirdioù brudetañ eo ar Metropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square, Central Park ha Grand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.
Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Proviñsoù-Unanet e 1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664, hag e voe adanvet New York pa voe roet an douaroù-se da Dug York gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).
Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Mayor De Blasio And NYC & Company Announce NYC Welcomed Record 62.8 Million Visitors In 2017. NYC & Company, Inc (20 a viz Meurzh 2018). Kavet : April 4, 2018.