Proviñsoù-Unanet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel
Ardamezioù

Proviñsoù-Unanet (Republiek der Zeven Verenigde Nederlanden e nederlandeg, da lâret eo « Republik ar Seizh Izelvro Unanet ») a vez graet eus seizh proviñs an norzh eus ar Seitek Proviñs pe an Izelvroioù spagnol etre 1581 ha 1795, pa voe savet ar Republik Batav (19 a viz Genver 1795 - 5 a viz Mezheven 1806), ha da c'houde, Rouantelezh Holland (5 a viz Mezheven 1806 - 13 a viz Gouere 1810), gant ar C'hallaoued.

Anv a vez graet ivez eus Izelvroioù an Hanternoz (pe Izelvroioù an Norzh), evit merkañ an diforc'h gant Izelvroioù ar C'hreisteiz (pe Izelvroioù ar Su) chomet dindan beli Spagn.

D'ar 26 a viz Gouere 1581, dre Akta Den Haag, an holl broviñsoù-se hag a oa dindan beli roue Spagn a oa deuet da vezañ dizalc'h en ur grouiñ ur c'hevread. Ne oa ket ezhomm da glask re bell abegoù pennañ an digevrediñ-se :

Adalek 1586 o devoa paouezet Breujoù ar Proviñsoù-Unanet da glas un tiern nevez hag aet e oa ar C'hengevread da Republik.

Ar seizh proviñs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]