Mont d’an endalc’had

Seitek Proviñs

Eus Wikipedia
Ar Seitek Proviñs

Ar Seitek Proviñs a oa, er XVIvet kantved, an anv roet d'an douaroù bodet gant duged Bourgogn hag an impalaer santel Karl V, a reas ur stad anezho. Brudet e voe an anv-se pa voe staget gant Karl V ouzh Izelvroioù Bourgogn, dugelezh Gelder, kontelezh Zutphen hag aotrouniezhioù Utrecht, Overijssel ha Groningen.

Da get ec'h eas an anv Seitek Proviñs goude disrannet proviñsoù an Norzh diouzh re ar Su. Aet eo an douaroù anezho da ober stadoù an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg, rannvro c'hall an Nord-Pas-de-Calais ha douaroù all eus kornôg Alamagn.