Felipe II
(Adkaset eus Fulup II (Spagn))

Felipe II (1527-1598), Felipe Segundo e spagnoleg, a voe roue Spagn ha roue Portugal.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa da Carlos Iañ, anavezet ivez evel Karl V, roue Spagn, hag Impalaer santel.
Roue Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1580, goude marv Henrique Iañ (1512-1580), roue Portugal, e teuas Felipe II da vout roue Portugal (1580-1598) evel Filipe Iañ.
Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peder gwech e timezas Fulup II.
- E 1543 d'e geniterv-kompez Maria Manuela Portugal (1527-1545). Nemet ur mab n'o doe:
- Don Carlos Spagn (1545-1568), Priñs Asturiez, marvet da 23 bloaz.
- E 1554 d'e voereb Mari Iañ Bro-Saoz (1516-1558), en Winchester, d'ar 25 a viz Gouhere. Bugel ebet n'o doe.
- E 1559 da Isabel de Valois (1545-1568), ha div verc'h o doe
- Isabel Clara Eugenia (1566–1633)
- Catalina Micaela Aostria (1567–1597), dimezet da Carlo Emanuele Iañ Savoia
- E 1570 da Anna Aostria (1549-1580), ur verc'h d'e genderv Masimilian II. Pevar mab hag ur verc'h o doe:
- Fernando (4 a viz Kerzu 1571 – 18 a viz Here 1578), Priñs Asturiez.
- Carlos Lorenzo (12 a viz Eost 1573 – 30 a viz Even 1575).
- Diego Félix (15 a viz Eost 1575 – 21 a viz Du 1582), Priñs Asturiez.
- Felipe (1578 – 1621), Priñs Asturiez, a renas e Spagn evel Felipe III.
- María ( 1580 – 1583), marvet da 3 bloaz.
