Izelvroioù ar Su

Eus Wikipedia
Disparti etre Izelvroioù ar Su hag Izelvroioù an hanternoz. E gwer emañ Priñselezh Liège

Izelvroioù ar Su (nederlandeg : Zuidelijke Nederlanden) pe Izelvroioù katolik pe c'hoazh Izelvroioù belgiat a veze lavaret da envel an tiriadoù a ya d'ober Belgia hiziv an deiz (nemet Priñselezh Liège), hag ivez Luksembourg ha Hauts-de-France, hag a oa chomet dindan beli ar Spagnoled goude disparti ar Proviñsoù-Unanet (Izelvroioù hiziv an deiz) e 1581.

Er penn-kentañ e voe unvanet ar priñselezhioù gant duged Bourgogn, pe dre herezh pe dre berc'hennidigezh. Evel-se e voe krouet Seitek Proviñs an Izelvroioù bourgognat. E 1581 e voe dispartiet seizh proviñs ar su ha savet e voe ar Proviñsoù-Unanet dre Akta Den Haag.

An 10 proviñs a oa er su a chomas dindan dalc'h ar re Habsburg hag ar proviñsoù-se a yae d'ober Izelvroioù ar C'hreisteiz ma voe div Stad disheñvel : an Izelvroioù spagnol etre 1581 ha 1713 ha goude-se an Izelvroioù aostrian etre 1713 ha 1795.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.