Izelvroioù aostrian
Neuz
An Izelvroioù aostrian (en latin : Belgium Austriacum) eo an anv roet da Izelvroioù ar c'hreisteiz en XVIIIvet kantved (1714 – 1794). « Aostrian » e oant abalamour d'an Tiegezh Habsbourg, a Aostria, a oa mestr d'an douaroù hag a oa dindan an Impalaeriezh Santel abaoe eured Mari Bourgogn ha Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel (1459-1519), ha goude marv Charlez an Her (1477).
A-raok 1714 avat, e oa dalc'het Izelvroioù ar C'hreisteiz gant skourr spagnol an Habsbourged, ma veze anv eus Izelvroioù spagnol. Gant Feur-emglev Rastatt en 1714 e voent roet da Rouantelezh Spagn ken na voent staget ouzh Bro-C'hall en 1795 e-pad Brezelioù an Dispac'h Gall.