Brezelioù an Dispac'h Gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Brezelioù an Dispac'h Gall eo ar brezelioù a voe graet gant Bro-C'hall, goude an Dispac'h Gall, ouzh broioù all, rouantelezhioù Europa, entre 1792 (brezel a-enep Aostria) ha feur-emglev Amiens, e 1802. Ar broioù all a veze bodet alies e-barzh kenunaniezhioù:

Daoust da se, adal 1793 betek 1802, e voe Breizh-Veur oc'h ober brezel dalc'hmat ouzh bro-C'hall.

Goude-se e teuio Brezelioù Napoleon (1803-1815)

Gant ar brezelioù-se, ma verve ar feiz dispac'hel ha ma voe gwelet doareoù-brezeliñ nevez, e voe saveteet ar renad gall nevez, pa save en e enep gouarnamantoù all Europa. Gant trec'hadennoù an arme c'hall e voe aloubet broioù all ha kresket gorread ar Republik c'hall a deuas da vout an Impalaeriezh c'hall.