Philadelphia
Philadelphia a zo kêr vrasañ stad Pennsylvania er Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2010 e oa 1 526 006 a annezidi o chom enni.
Ar pempvet kumun gant ar muiañ a dud er Stadoù- Unanet eo. Philadelphia a zo ur gêr eus ar C'hommonwealth e Pennsylvania lec’hiet e biz ar Stadoù-Unanet, etre New York ha kêr Washington. Kreiz istorel, sevenadurel hag arzel pouezus er Stadoù-Unanet. Philadelphia a zo ivez ur porzh industriel bras. Krouet e 1682, eo bet Philadelphia en XVIIIvet kantved ar gêr gant ar muiañ a dud eus an trizek trevadenn(hag a zo trevadennoù Bro-Saoz en Amerika an Norzh) a-raok dont da vezañ kêrbenn ar Stadoù-Unanet. Abalamour da-se, zo bet kevezerezh e-pad un toullad bloavezhioù etre Philadelphia ha New York. Goude-se eo bet lakaet Washington da gêrbenn ar Stadoù-Unanet. Bremañ eo brasañ meurgêr stad Pennsylvania.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Firenze, Italia (abaoe 1964)
- Tel Aviv, Israel (abaoe 1966)
- Incheon, Korea ar Su (abaoe 1974)
- Toruń, Polonia (abaoe 1976)
- Tianjin, Ningbo, Sina (abaoe 1980)
- Douala, Kameroun (abaoe 1986)
- Nijniy Novgorod, Rusia (abaoe 1992)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Lec'hienn ofisiel