Nijniy Novgorod

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Selloù war Nijniy Novgorod

Nijniy Novgorod (ruseg: Нижний Новгород) eo pempvet kêr vrasañ Rusia. 1 255 159 a dud a oa o vevañ enni e 2011. Kreizenn velestradurel Oblast Nijniy Novgorod ha Distrig kevreadel ar Volga eo. E 400 km e reter eus Moskou emañ, war gember ar stêrioù Volga hag Oka. Anavezet eo ivez evit an ekonomiezh, an treuzdougen hag ar sevenadur.

Nijni a dalv kement hag "izel" ha Novgorod "kêr nevez". Anvet e oa Gorkiy (Горький) etre 1932 ha 1991, diouzh anv ar skrivagner soviedel. Krouet e oa e 1221 gant ar Priñs Youri II a Vladimir. E 1612 e oa savet ur arme bras gant Kouzma Minin ha Priñs Dimitri Pozharsky evit dieubiñ Moskou diouzh ar Boloned. E 1817 e teuas da vezañ ur greizenn genverzh bras eus Impalaeriezh Rusia. E-pad ar prantad soviedel e teuas da vezañ ur greizenn industriel a-bouezh, da skouer ar c'hirri Gaz. Pourveziñ a reas aveadurioù an arme d'an talbenn e-pad an Eil Brezel-bed. Abalamour da se e voe bombezet stank lec'h produiñ Gaz gant al Luftwaffe. Adsavet e voe buan goude ar brezel avat.

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.