Maksim Gorkiy
Maksim Gorkiy | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Aleksey Maksimovitch Pechkov |
Anv pluenn | Maksim Gorkiy |
Obererezh | Danevellour, dramaour, emsaver politikel |
Ganedigezh | d'an 28 a viz Meurzh 1868 Nijniy Novgorod |
Marv | d'an 18 a viz Mezheven 1936 Gorki Leninskiye |
Yezh skrivañ | Rusianeg |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Maksim Gorkiy (rusianeg: Макси́м Го́рький), pe Maksim Gorki, eo anv-pluenn Aleksey Maksimovitch Pechkov (rusianeg: Алексе́й Макси́мович Пешко́в pe Пе́шков). Ur skrivagner rusianek eus Rusia hag an URSS eo, ganet d'an 28 a viz Meurzh 1868 e Nijniy Novgorod, ha marvet d'an 18 a viz Mezheven 1936 e Gorki Leninskiye (10 km diouzh Moskov). Unan eus diazezourien ar realouriezh soviedel evit al lennegezh e oa.