Gregory Benford

Eus Wikipedia
Nuvola apps konquest.svg
Gregory Benford
GB UTOPIALES 2008.jpg
En Utopiales e Naoned, 2008
Ganedigezh 30 Genver 1941
Mobile, Flag of Alabama.svg Alabama
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Micher Astrofizikour
Skrivagner
Luskad Skiant-faltazi
Skiant-faltazi galet [1]
Yezh Saozneg SUA

Oberennoù pennañ
Galactic Center Saga (1977-94)
Timescape (1980)

Internet gregorybenford.coma

Greory Benford (Mobile, Alabama, 30 a viz Genver 1941 zo un astrofizikour hag ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
Kelenner enorus eo e Rann ar Fizik hag ar Steredoniezh e Skol-veur Kalifornia en Irvine. Ur c'hendaoler d'ar gelaouenn liberterour Reason eo ivez[2].

Anavezet eo evel aozer The Scarred Man ("Ar gwaz andennet", 1969), an istor kentañ diwar-benn ur viruz en un urzhiataer[3], hag evit ar stirad Galactic Center Saga (1977-94) a zeskriv ur brezel didermen etre boudoù bevedel speredek ha boudoù tredantreloc'hel ken speredek all.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mobile (Alabama) e voe ganet Gregory Benford kent kreskiñ e Robertsdale ha Fairhope, en Alabama bepred. Un ofiser en US Army e oa e dad, neuze e tremenas G. Benford un tamm eus e vugaleaj en Alamagn hag e Japan goude an Eil Brezel-bed.
Goude bet dilennet Phi Beta Kappa[4] e tapas ur Bachelor of Science (un aotreegezh) war ar fizik e 1963 e Skol-veur Oklahoma e Norman, kent tapout ur Master of Science e Skol-veur Kalifornia e San Diego e 1965 hag un doktorelezh er memes skol-veur e 1967.
E 1967 end-eeun e timezas gant Joan Abbe ; daou vugel o devoe.

E 1971 e voe anvet da veskelenner e Skol-veur Kalifornia en Irvine, hag e 1979 e voe kelenner entitlet eno.

Skiantour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn d'e labour kelenn, Gregory Benford en deus embannet tremen 200 pennad skiantel war dachenn an astrofizik ha fizik ar plasma, skoret gant meur a aozadur stadel, NASA, CIA, NSK hag AFOSRE en o zouez.
War fizik ar plasma e labouras e Skol-veur Kalifornia, war ar strafuilhoù bras-meurbet dreist-holl, koulz ha war frammoù gwarellel kalonoù ha strinkadoù ar galaksiennoù. Kenlabouret en deus evit sevel damkan an "toulloù preñved" (wormholes).

Goude aet war e leve e 2006 e krouas Genescient Corporation, ur gompagnunezh bev deknologel a zastum genomoù loened ha tud evit krouiñ louzeier nevez a c'hellfe pareañ ar c'hleñvedoù henek a zeu gant an oad[5].

Skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da 14 vloaz, e miz Mae 1955, Gregory Benford hag e vreur gevell James a grouas Void ("Goullo"), ur fanzine a voe pouezus en istor ar skiant-faltazi stadunanat[6] ; reoliek e voe embannet betek 1962 (niverenn 28) hag e miz Mezheven 1969 e voe an niverenn 29 ha diwezhañ[7].

E miz Mezheven 1965, ar gelaouenn Magazine of Fantasy and Science Fiction a embannas an istor kentañ gant Gregory Benford, Stand-In, a c'hounezas an eil priz en ur genstrivadeg diazezet war ur varzhoneg gant ar skrivagnerez SF Doris P. Buck (1898-1980).
Adalek 1969 e skrivas pennadoù diwar-benn an SF evit ar gelaouenn Amazing Stories.

Techet eo G. Benford da lakaat danvez tennet eus e enklaskoù skiantel en e istorioù, ar pezh a ra ur skrivagner SF kalet anezhañ.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hard science-fiction : SF resis ha reizhpoell e-keñver stad ar skiantoù teknologel ha kevredigezhel da vare an embann.
  2. (en) Reason
  3. (en) Easton, Tom & Dial, Judith K. : Visions of Tomorrow – Science Fiction Predictions that Came True, Skyhorse, 2010 (ISBN 978-1-60239-998-3)
  4. ΦΒΚ,  Φιλοσοφία Βίου Κυβερνήτης  Filosofía Víou Kyvernítis "ar brederouriezh eo gouarnouerez ar vuhez", zo ur vreuriezh studierien donezonet-meurbet a vez dilennet e-kerzh o zrede pe bevare bloaziad studi.
  5. {{en]] Genescient
  6. (en) Nicholls, Perter : An introduction to Gregory Benford
  7. (en) Void er Fanac Fan History Project


Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.svg Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.