Theodore Sturgeon

Eus Wikipedia

Theodore Sturgeon, (e gwir anv Edward Waldo), a zo bet ganet ar 26 a viz C'hwevrer 1918 ha marvet eo d'an 8 a viz Mae 1985. Ur skrivagner amerikan a skiant-faltazi ha romantoù faltaziek e oa.

Gwelet eo bet evel ur skrivagner dibar e bed ar skiant-faltazi abalamour d'e stil ha d'e demmoù. Ar skritur, a zo bet evitañ un doare pareañ. Kavout a raer roudoù a-vil vern eus e vuhez en e levrioù. Ar mab-den a zo bepred e kreiz e oberennoù.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispartiañ a reas e dud en 1927, 9 vloaz e oa. Dimeziñ en-dro a reas e vamm e 1929 gant ur c'helenner divroet eus Bro-Skos, e anv William Dicky Sturgeon. Biskoazh n'en deus bet darempredoù mat gantañ. Hennezh a redias anezhañ da gemer e anv, met ivez da gemmañ e anv bihan. Setu penaos eo deuet Edward Hamilton Waldo da vezañ anvet Theodore Hamilton Sturgeon. Implijout a reas e anv kentañ evit sinañ oberennoù zo. Anavezout a raer levrioù sinet gantañ dindan E. Hunter Waldo, E. Waldo Hunter (abalamour d'ur fazi graet gant ar penngazetenner) ha Frederick R. Ewing.

Dimeziñ a reas pemp gwezh :gant Dorothy Fillingame (dimezet e 1940/dispartiet e 1945), Mary Mair (1949/1951), Marion McGahan (1951/1965), Wina Bonnie Golden (1969/1976) ha Jayne Tannahill (1976/betek marv Sturgeon). Seizh bugel en deus bet en holl.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a brizioù en deus paket a drugarez d'e labour :

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastummadoù Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.