Mont d’an endalc’had

Saozneg SUA

Eus Wikipedia
Dregantadoù a saoznegerien hervez ar Stadoù e SUA er bloaz 2000

Saozneg ar Stadoù-Unanet (pe an amerikaneg[1] a-wezhioù; American English pe U.S. English e saozneg) eo ar yezh muiañ komzet e Stadoù-Unanet Amerika. Daoust da se n'eo ket yezh ofisiel[2]. Disheñvelik eo diouzh saozneg Bro-Saoz, en e zistagadur, en e c'herioù, en e zoare-skrivañ, hag un tamm en e yezhadur.

Doare-skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1828 e voe embannet geriadur Noah Webster, ar c'hentañ geriadur stadunanat, a ginnige kemmoù e doare-skrivaén ar saozneg. Degemeret e voe e gemmoù evit an darn vrasañ. Ar c'hemmoù c'hoarvezet en doare-skrivañ er Rouantelezh-Unanet n'int ket anavezet e SUA, e-skoaz e Kanada e vez graet ganto.

Reolennoù disheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar gerioù saoznek en -our a deu da vout en -or en SUA.
    • Evel : behaviour troet da vout behavior.
  • Idem gant ar gerioù deveret eus ar gerioù en -our.
    • Evel diwar favour, troet da favor, favourite troet da favorite.
      • Koulskoude e skriver atav four ha your, ha gerioù all zo evel glamour.
  • Ar gerioù saoznek en -ence a dro da -ense.
    • Evel : defence, offence, pretence deuet da vout defense, offense, pretense.
      • Un nemedenn : difference.
  • Ar gerioù saoznek a echu gant -tre a echu gant -ter.
    • Evel : centre ha theatre deuet da vout center ha theater.
  • Ar gerioù saoznek a echu gant -bre deuet da vout -ber .
    • Evel: fibre skrivet fiber e SUA.
  • Kalzig a verboù en -ise a vo en -ize e SUA (diwar an diben-ger gregach -izein).
    • Evel : to realise skrivetto realize e SUA.
    • Un ugent ger ne heuliont ket ar reolenn hag a chom heñvel evel: to advertise, to surprise, to disguise, to compromise (amañ ne deu ket an s eus ur zêta gregach)
  • Alies (met n'eo ket bep tro) ez a -ogue da -og .
    • Evel catalogue/catalog, dialogue/dialog.
  • Dirak -er pe -ing, ne dro ket l da ll.
    • E-lec'h jeweller ha travelling e skriver jeweler, ha traveling

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]