Louis Aragon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Louis Aragon

Louis Aragon, barzh, kazetenner ha romantour gall anezhañ, a oa bet ganet d'an 3 a viz Here 1897 e Neuilly-sur-Seine (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Kerzu 1982 e Pariz.

Anavezet eo ivez abalamour d'e skoazell diehan d'ar Strollad Komunour Gall adalek 1930 betek e varv. A-gevret gant André Breton, Paul Éluard ha Philippe Soupault e voe unan eus diazezerien al luskad dada e Pariz hag an dreistrealouriezh. Adalek dibenn ar bloavezhioù '50 e voe savet ha kanet sonennoù diwar e varzhonegoù gant Jean Ferrat, Léo Ferré ha reoù all, oc'h ober d'e oberenn varzhoniel bezañ anavezet. Il n'y a pas d'amour heureux, ur varzhoneg embannet e 1944 en dastumad La Diane française, a voe kentañ kanaouenn bet tennet eus oberennoù Louis Aragon : azasaet ha kanet e voe gant Georges Brassens e 1953.

Romantoù ha danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a varzhoneg gant Aragon a zo bet troet e kanaouennoù gant Lino Léonardi, Hélène Martin, Léo Ferré, Jean Ferrat ha Georges Brassens ha kanet gante o-unan ha gant Yves Montand, Alain Barrière, Isabelle Aubret, Francesca Solleville, Nicole Rieu, Monique Morelli, Marc Ogeret ivez.

Arnodskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù klok[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Œuvres poétiques complètes, Gallimard la Pléiade, div levrenn
  • Œuvres romanesques complètes, Gallimard la Pléiade, peder levrenn - ar bempvet da vezañ embannet d'an 18 a viz Here 2012.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1966 : Elsa la rose teulfilm berr Agnès Varda gant Louis Aragon hag Elsa Triolet.]