Georges Brassens

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Georges Brassens | |
![]() | |
Georges Brassens e 1966
| |
Anv | Georges Charles Brassens |
---|---|
Ganet | d'an 22 a viz Here 1921 e Seta, Erau ![]() |
Marvet | d'an 29 a viz Here 1981 e Sant Geli dau Fesc, Hérault ![]() |
Micher(ioù) | Oberour-Sonaozour-Kaner |
Doare(où) | Kanaouennoù gall |
Benveg(où) | Gitar |
Bloavezhioù oberiant | 1951–1981 |
Label(ioù) | Philips Universal Music Group |
kemmañ ![]() |
Georges Brassens, ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Seta (Cette a veze skrivet neuze), e Bro-C'hall, ha marvet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km en Norzh da gêr Montpelhièr, zo ur sonaozer-kaner gall, savet gantañ ur bern kanaouennoù.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ober a ra e studi e lise Sète, daoust da baourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e tap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh.
Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di en-dro e 1942. Evit chom hep mont da servij al labour rediet — an STO — e kav repu e ti ur Vretonez, Jeanne Le Bonniec, 30 vloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannolon.
Homañ eo "La Jeanne" evel ma rae eus e ostizez hag ez eus kaoz anezhi e div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn ugent vloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966).
Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat.
E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù ez a e vrud er bed gallek a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibáñez e spagnoleg hag gant Visbor Narod e rusianeg.
Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha e Kebek, met bep bloaz e kan e Bobino, ur sal er rue de le Gaîté e-kichen an Ti-gar Montparnasse, e Pariz.
Ur Breton all en deus laosket e verk e buhez Brassens: Armand Robin. O-daou e oant er memes isstrollad anarkour. Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamalad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'ar bed all hep rentañ gwenneg ebet en-dro. Memes tra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine :
- « C'est une espèce de robin,
- N'ayant pas l'ombre d'un lopin... »
Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, adal 1956 betek 1981. Prenet en doa un ti e Lezardrev, ha kroget e oa da zeskiñ brezhoneg.
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un nebeudig eus e ganaouennoù zo bet lakaet e brezhoneg.
- Son an disglavier. Un doare zo kanet gant Yvon Étienne[1], un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain[2].
- Ar vrud fall[3]. Un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain[4].
- Mignoned da viken[5], Paotr an Naoned, Ur plac'hig koant, Ma mestrezig, ha re all, gant Mark Kerrain[6].
En italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un toullad kanaouennoù zo bet troet ha kanet gant Fabrizio De André (1940-1999).
E portugaleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant Luís Cília:[7]
E saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Darn eus e ganaouennoù zo bet lakaet e saozneg[8].
E spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant ar c'haner spagnol Paco Ibáñez :
- Gant ar c'haner chileat Eduardo Peralta : https://www.youtube.com/watch?v=gbkrnQ-0BdA
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ "An disglavierig", kanet gant Yvon Étienne
- ↑ Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
- ↑ Brassens e brezhoneg e Sant-Brieg, gant Gwenole larvol hag Aude Moalig.
- ↑ Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
- ↑ savet gant Mark Kerrain
- ↑ Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=VLTP_QD-ymc
- ↑ https://web.archive.org/web/20210622003631/https://brassensredux.com/textes/