C'hoari video
Iskevrennad eus | electronic game, entertainment software, Kleweled, video games, consoles and accessories |
---|---|
Arvez | digital entertainment |
Studiet gant | game studies |
Hashtag | videogame, videogames |
Istor | history of video games |
Pleustret gant | gamer |
Stack Exchange site URL | https://gaming.stackexchange.com/ |
Arouezenn Unicode | 🎮, 🕹️, 👾 |
Is metaclass for | tangible good |
Ur c'hoari video a zo ur c'hoari elektronek a laka an implijer da levezoniñ dre un etrefas, ar mekanik video. Ar ger video e c'hoari video a oa implijet peurvuiañ evit deskrivañ raster ar mekanik a embann ar skeudennoù[1]. Hogen, gant an implij poblek eus "c'hoari video", talvezout a ra n'eus forzh peseurt doare skramm. Tu zo da c'hoari gant ur c'hoñsol pe gant un urzhiataer, anvet eo ar mekanik c'hoari ur savenn.
An drobarzhell enkas(Input device) implijet evit c'hoari a zo anvet ur c'hontroller c'hoari, cheñch a ra hervez ar savennoù. Da skouer, ur c'hontroller evit ul letrin a c'hell kaout ur bouton hag ur joystick. Unan all a c'hell kaout un degad boutonioù ha unan pe meur a joystick. Evit ar c'hoarioù urzhiataer ez eo ret kaout un douchennaoueg pe/ha ul logodenn peurvuiañ.
Ar c'hoarioù video a implij doareoù all da eskemm titouroù gant ar c'hoarier ivez. Ar son a zo unan diouto, gant implij uhelgomzerioù pe tokarnioù, pe, evit kas titouroù eus ar c'hoarier d'ar mekanik, ur mikro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoarioù kentañ a implije binviji elektronek gant meur a stummoù diskwel. Ar skouer kentañ a zo eus 1947, ur breou evit ar "benveg c'hoari korzenn a skin katodoù"(Cathode ray tube Amusement Device) a zo bet marilhet e miz Genver 1947 gant Thomas T. Goldsmith Jr. hag Estle Ray Mann, ha deuet er-maez e miz Kerzu 1948 evel U.S. Patent 2455992[2].
Awenet gant un teknik diskwel radar, tu a oa, gant ar mekanik, lakaat da fiñval ur poent en ur cheñch e vektor evit ober evel ma vefe ur fuc'hell.[3]
Skouerioù all eus ar c'hoarioù kentañ :
- An urzhiataer NIMROD e Festival of Britain e 1951
- OXO ur c'hoari tic-tac-toe gant [[A.S.
Sell a-bell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger "savenn" a zeskriv ur c'henaozad spesius eus dafar elektronek pe stlennegel a aotre ur c'hoari video da vont war-raok gant meziantoù a live izel.[4] Ar ger "sistem" a zo ivez implijet.
Er yezh voutin, ar "c'hoari PC" a zeskriv ur media a laka ur c'hoarier da gemer perzh gant un urzhiataer liamet ouzh ur skramm. Ur "c'hoari koñsol a zo c'hoariet war ur benveg elektronek spesius a zo liammet d'ur skinwel pe d'ur skramm. Ur "c'hoñsol hezoug" a zo enni ar benveg elektronek, ar sistem hag ar skramm evit ma vefe tu da gas e pep lec'h. Bez' ez eus ivez mekanikoù hag a c'haller c'hoari ganto met n'eo ket o fal pennañ evel ar pellgomzerioù hezoug, ar PDA pe ar jederezigoù grafek.
Rummadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar choarioù video, evel ar stummoù media all a c'hell bezañ rannet e rummadoù diazezet war meur a oberer evel an doare da c'hoari, ar palioù, an aergelc'h, hag all... Dre ma'z eo diazezet ar rummadoù war an danvez evit an deskrivadur, rummadoù o deus kemmet hag emdroet da doareoù nevez. Evel m'eo kresket ar produiñ c'hoarioù video a-hed ar bloavezhioù dre an neuz ha donder an istorioù, industriezh ar c'hoari video en deus produet c'hoarioù kempleshoc'h pe tostoc'h d'ar vuhez wirion, o vont dreist bevennoù ar rummadoù klasel. Rummadoù a ziskouez kenglotadurioù gant re all, evel ar massively multiplayer online role-playing game(C'hoari perzh liesc'hoarier dre internet), galvet peurvuiañ MMORPG.
Diorroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diorroadur ur c'hoari video a zo renet, evel ar stummoù dudi all, gant ur bern tud dezho micherioù disheñvel. En o zouez e kaver dreist-holl programourien ha neuzourien grafek. A-hed ar bloavezhioù eo emdroet ar c'hoarioù ha implijet e vez pep doare barregezh evel ar filmoù, en o zouez ar neuzer son, ar sonerien, ha teknikourien all. Tu zo ivez da gavout micheroù spesius d'ar c'hoari video evel ar game designer. An holl re-mañ a zo renet gant ar produour c'hoarioù.
E deroù an industriezh, ne oa ket ral e vefe un den nemetken o verañ an holl perzhioù ret evit krouiñ ur c'hoari video. Dre m'eo deuet da vezañ kemplesoc'h kemplesañ ar savennoù ez eo bet stummet strolladoù brasoc'h evit krouiñ an holl arz, programmiñ, video hag all. Ne dalvez ket kement-se ez eo aet da get ar c'hoarioù video graet gant un den nemetken; kavet e vez c'hoazh e c'hoarioù bihan evel ar c'hoarioù flash pe pellgomz hezoug, pe a-wechoù en un doare kenwerzhel, met neuze n'eo ket diazezet dedenn ar c'hoari war ar galloud teknikel met kentoc'h war ar soñj.
Gant kresk ar strolladoù diorroadur en industriezh ez eo savet kudenn ar priz. Ar studioioù diorren o deus ezhomm paeañ an implijidi evit kaout ur c'hoari dedennus padal eo ret kaout ur priz izel a-walc'h evit mirout ar vevezerien. Peurvuiañ, strollad diorroadur ur c'hoari koñsol a grog adalek 5-10 implijad hag a c'hell mont dreist da 100. E miz Mae 2009, ur raktres c'hoari a oa sañset implijout 450 den[5].
Kemmadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalzik a c'hoarioù war urzhiataer a zo savet evit ma vefe tu da vevezerien ampart cheñch ar c'hoari. Ar cheñchamatoù-se, anvet "mod" a c'hell ouzhpennañ un doare da c'hoari ha dedennus eo evit ar c'hoarierien o deus echuet ar c'hoari. Diorroerien evel id Software, Valve Corporation, Crytek, Epic Games ha Blizzard Entertainment a ro o c'hoari gant un nebeud kodoù orin evit sikour an diorroerien modoù. Internet a zo un doare efedus da rannañ ar modoù-se ha gallout a ra bezañ kaoz da berzh ar c'hoari.[6] Gallout a ra ar modoù bezañ brudet ha dont da vezañ c'hoarioù emren, evel m'eo bet Counter-Strike, mod Half-Life
Trucherezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An trucherezh er choarioù video urzhiater a c'hell bezañ graet gant ar c'hodoù truchañ lakaet gant an diorroerien,[7],[8] pe gant kemadennoù ar c'hoari[9],[10] pe c'hoazh c'hoarierien o korvoiñ bugoù. An trucherezh a c'hell lakaat ar c'hoari da vezañ aesoc'h dre lakaat buhez pe tennoù difin, pe a c'hell lakaat ar c'hoari da vezañ fentusoc'h evel dre reuzfurmiñ an enebourien e anevaled da skouer... Chalus e teu da vezañ pa druch ar c'hoarierien a-drugarez da poelladoù savet evit-se war abadennoù war internet, ar pezh a laka anezho da c'hounit. "Hack" a reer eus an trucherezh-se. En o zouez e vez kavet ar "wallhack", a laka ar mogerioù da vezañ treuzwelus pe an aimbot, a servij da tennañ atav el lec'h mat er c'hoarioù tennañ.
Tabutoù tro-dro d'ar c'hoari video
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoari video evel dudi a laka goulennoù ha tabutoù da sevel. Ar c'hoari video a zo e skeul ar gevredigezh, un aktivelezh nevez, Tud ar vugale ganet e-tro ar bloavezhioù 1990 n'o deus morse c'hoariet da c'hoari evel-se en o bugaleaj peurvuiañ.
Un dudi a gemer re a amzer ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar studiadennoù a ya war-zu degemer e c'haller bezañ dindan gazelgae ar c'hoarioù video. Komzet a reer eus adiktivelezh pa zeu ar c'hoari video da vezañ an dudi nemetañ, pe zoken an aktivelezh nemeti. E yezh ar c'hoarierien e reer an no-life eus an emzalc'h-se.
Ar feulster evit ober van hag ar feulster gwirion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Live feulster c'hoarioù video zo a laka tabutoù da sevel. Ar goulenn evit gouzout ha gallout a ra ar c'hoarioù feuls lakaat da greskiñ al live feulster er vuhez wirion a zo savet alies[11] Studioù zo a laka da zister al liamm etre ar c'hoari hag ar feulster[12]. padal, lod a all a embann e laka an dud da vezañ feulsoc'h pa c'hoariont da c'hoarioù feuls.[13] Hogen, an holl studioù-se a vez atav kavet abeg enno evit abegoù moral, relijiel pe bolitikel.
Gwareziñ ar vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1990, pa oa deuet tres grafek ar c'hoarioù video da vezañ tostoc'h-tostañ d'ar wirionez, ez eus be tlakaet e plas meur a sistem rummata tro-dro d'ar bed. Gwareziñ ar vugalez ha titouriñ ar gerent o lakaat evit pep c'hoari ur vevenn oad eo ar pal. Ar c'hevredigezhioù-se o deus ar gwir d a zifenn gwerzh c'hoarioù enno re a danvez feuls, seksel, hag all. Ma n'eus sistem rummata ebet war ur c'hoari ez eo difennet d'ar gwerzh.
Ar c'hoñsolennoù diwezhañ (Nintendo Switch, Playstation 5 hag Xbox series X) o deus ur sistem gwareziñ meret gant ar gerent evit dfenn implij ar c'hoarioù difennet d'ur oad bennak. An urzhiataeroù gant Windows Vista pe Windows Seven o deus ur sistem evel-se ivez.[14]
Ar c'hoarioù video hag an epilepsiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kazetennoù zo o deus skrivet e c'halle ar c'hoarioù video bezañ abeg da varroù epilepsiezh, ha pa ne vefe ket ali an holl skiantourien war an dra-se.[15]. Ul lodenn eus kumuniezh ar vedisined o deus savet ar goulenn ha gallout a rafe skeudennoù ar c'hoari video distignañ barroù epilepsiezh. Araokadennoù teknikel ar c'hoñsolennoù video hag ar skrammoù o deus talvezet da lakaat digresk war ar riskl barroù, dreist-holl gant ar frekañsoù ha diarunusted uheloc'h[16].
Erbedet e vez d'an dud luc'hkizidik chom hep c'hoari muioc'h eget 30 munutenn hag ober ehanoù etre pep kelc'hiad. Hogen, n'eo ket disklêriet evit an holl epilepsidi.[17].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ C'hoari war ar skinwel. United States Patents. Kavet : 2008-06-25.
- ↑ Patrom:US Patent
- ↑ Welcome to Pong-Story - Introduction. PONG-Story.com. Kavet : 2007-10-24.
- ↑ platform - Definitions from Dictionary.com. Dictionary.com. Kavet : 2007-11-03.
- ↑ "Assassin's Creed II dev team triples in size", Christopher Reynolds, 18 May 2009, NOW Gamer.
- ↑ Hollywood Reporter interviewing Doug Lombardi, Quote: "Mods absolutely helped us drive huge sales to 'Half-Life,'".
- ↑ Vargas, Jose Antonio (2006-08-28). In Game World, Cheaters Proudly Prosper. Washington Post. Kavet : 2007-10-24.
- ↑ 1UP Staff. Cracking the Code: The Konami Code. 1UP.com. Kavet : 2007-10-24.
- ↑ Rybka, Jason. Video Game Cheats and Codes - What Are Cheat Codes?. About.com. Kavet : 2007-10-24.
- ↑ Rybka, Jason. Why Use Cheats and Codes for Console and PC Games?. About.com. Kavet : 2007-10-24.
- ↑ (en) Psychological Science 12, Anderson CA, Bushman BJ, septembre 2001, Patrom:Citation étrangère, Patrom:Présentation en ligne Fazi Lua e mw.text.lua d'al linenn 25 : bad argument #1 to 'match' (string expected, got nil).
- ↑ (en) Étude de University of Illinois at Urbana-Champaign, No strong link seen between violent video games and aggression
- ↑ Elly A. Konijn, Marije Nije Bijvank, Brad J. Bushman, I wish I were a warrior: the role of wishful identification in the effects of violent video games on aggression in adolescent boys., Developmental Psychology vol. 43(4) pp. 1038-1044, juillet 2007.
- ↑ Windows Vista Parental Control. Lennet d'an 13 a viz C'hwevrer 2009
- ↑ Video Games and Epilepsie. Lennet d'an 13 a viz C'hwevrer 2009
- ↑ Étude du CNRS, miz Ebrel 1999
- ↑ Les jeux vidéo sont t'ils dangereux ?. Lennet d'an 13 a viz C'hwevrer 2009