Mont d’an endalc’had

Feulster

Eus Wikipedia

En un doare hollek e vez kaoz eus ar feulster pa 'z eus oberoù tagañ pe drougimplij evit ober gaou da dud zo pe freuz da draoù zo pe da loened zo, met en un doare all e vez implijet ar feulster gant nerzhioù ar Stadoù (polis, lu, nerzhioù surentez) gant ma vo graet e-barzh harzoù al lezenn.

Er c'hentañ ster e vez gwelet ar feulster evel un torfed peurvuiañ pa vez taget an dud hag evel ur gwall ha ne vez ket gwelet evel ken grevus e-keñver an traoù. E-keñver an droug graet d'al loened e vez diforc'hioù barnañ hervez ar priz a ro ar gevredigezh-mañ-kevredigezh d'ar pezh a vez intentet gant krizded e-keñver al loened.

Gant ar feulster ez a ivez al lusk a zesach tud da ober oberoù feuls, da lavaret eo diwar o emzalc'hioù personel. Met pa vez graet ar feulster gant muioc'h eget un den e c'hell bezañ pe degouezhus (feulsterioù nann rapkprederiet) pe a-stroll (feulsterioù savet gant strolladoù, ar sponterezh en o zouez).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.