Id Software

Eus Wikipedia
Id Software
sevener c'hoarioù video, embregerezh
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1 C'hwe 1991 Kemmañ
Oberenn heverkDoom, Doom Kemmañ
DiazezerJohn Carmack, Adrian Carmack, Tom Hall, John Romero Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Ezel eusGAME, game Kemmañ
Furm lezennlimited liability company Kemmañ
Lec'h diazezShreveport Kemmañ
Perc'hennet gantMicrosoft Kemmañ
Aozadur mammZeniMax Media Kemmañ
Sez sokialRichardson, Richardson Kemmañ
Produmeziant Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.idsoftware.com/ Kemmañ
Logo kozh Id Software

id Software LLC zo un embregerezh stadunanat sevel c'hoarioù video eus Dallas, Texas. An embregerezh a oa bet savet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1991, gant pevar ezel diazez o tont eus an embregerezh Softdisk, ar programmourien John Carmack ha John Romero, an tresser c'haorioù Tom Hall, hag an arzour Adrian Carmack. Ar patron Jay Wilbur a gemeras perzh ivez er sevel.

Logo an heuliad c'hoarioù brudet Doom

id Software en deus bet degaset araokadennoù teknikel meur e-bed ar sevel c'hoarioù viedo war urzhiataer (ar re MS-DOS pe Windows), dreist-holl dre o labour war an heuliadoù Wolfenstein, Doom, ha Quake. Labour id Software a zo bet hollbouezus dreist-holl da geñver ar grafikoù hag ar c'hefluskerioù 3-ment hag a zo bet adkemeret gant embregerzhioù c'hoarioù video all.

An embregerezh a oa bet unan diazez da geñver krouidigezh an doare c'hoarioù video first-person shooter (FPS). Wolfenstein 3D avez lakaet war-raok alies evel ar c'hentañ c'hoari FPS gwirion. Doom a oa bet ar c'hoari o reiñ brud d'an doare FPS ha Quake a oa bet kentañ FPS 3-ment id Software.

D'ar 24 a viz Even 2009, ZeniMax Media en deus adprenet an embregerezh. E 2015 o deus digoret un eil studio e Frankfurt, en Alamagn.