Mont d’an endalc’had

Logodenn (stlenneg)

Eus Wikipedia
logodenn
Iskevrennad euspointing device, periant, input device Kemmañ
Rann eusterminal Kemmañ
Deiziad krouiñ1963 Kemmañ
Anv berrмышь, pele Kemmañ
Contributor to the creative work or subjectWilliam English Kemmañ
Dizoloer pe ijinerDouglas Engelbart Kemmañ
Physically interacts withmousepad Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/mouse Kemmañ
Arouezenn Unicode🖱, 🖰, 🖯 Kemmañ


Graet e vez gant ul logodenn loc'hañ ur reti ("a cursor") war skramm un unvez gwereañ pe c'hoazh diverkañ, dilec'hiañ, dazverañ ergorennoù ("objects") gant afelloù. Un drobarzhell poentañ eo hag ivez un drobarzhell enankañ.

Graet e vez "klik" eus pouezañ war un afell d'al logodenn d'ober ur gwezhiadur (pe obererezh).

Al logodenn gentañ a oa bet krouet ha danzeet gant Douglas Carl Engelbart eus an SRI (Stanford Research Institute). Unan e koad e oa, enni div bladenn diaserzh, ha luget e oa ouzh un urzhiataer gant ur re orjalennoù gwedennet.

Seurtoù logodennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gellout a reer renkañ al logodennoù stlennegel hervez o zeknologiezh dilec'hiañ met ivez hervez ar mod da zreuzkas ar roadennoù d'an urzhiataer.

Teir familh logodennoù a c'heller menegiñ :

  • Al logodennoù treloc'hel a vez diazezet o mont en-dro war ur voul gaoutchoug pe blastik ensterniet e-barzh ur garoñserezh plastik. Treuzkaset eo fiñv ar voul da ziv ruilhenn. Ouzh ahel pep hini anezhe ez eo marc'het ur rod, toulloùigoù tro-dro dezhi. Pep rod a dremen dirak un enanker (pe kaptor) gweledel (pe optikel) da zidermenañ lec'h ar reti war ar skramm hag e dizh. Ar c'haptorioù-se a vez amparet gant ul luc'hdiod hag ul LED, an hini diwezhañ a sklêrijenn al luc'hdiod pa ne vez ket un dra bennak o tremen etreze ; neuze e c'hell treuzkas an enanker un "1" mezoniel d'an urzhiataer, anez-se ur "0".
  • Al logodennoù gweledel a zo gouest da zidermenañ ar fiñvadur dre zielfennadur gweledel ar gorread e vezont o ruzañ warnañ. Amparet e vez al logodennoù gweledel gant ul LED, ur reizhiad gorren skeudennoù (IAS) hag ur c'hewerier arhentoù niverel (DSP). Sklerijennet e vez ar gorre gant al LED da reiñ an tu d'ar reizhiad IAS da c'horren skeudenn ar gorre. Ar c'hewerier DSP a c'hell neuze dre zielfennañ arouezadurioù ar gorread didermenañ ar fiñv a-blaen hag a-blom. Arc'hwelañ a ra al logodenn gweledel war ur gorre dilampr pe gant ilrezioù liv.
  • Al logodennoù hep fun a servij muioc'h-mui pa c'hellont bezañ implijet hep bezañ luget ouzh an urzhiataer. Lies seurt logodennoù hep fun a vez kavet :

> Logodennoù danruz : al logodennoù-se a vez implijet tal-ouzh-tal gant ur paker danruz kennasket ouzh an urzhiataer. Ur metrad bennak eo arhedad an trevnad-se.

> Logodennoù hertzel : arveret e vezont gant ur paker hertzel peurliesañ perc'henntiezhel d'ar c'henderc'her. An arhedad a c'hell mont betek un dek metr bennak ha ne rank ket al logodenn bezañ a-well gant ar paker gant an trevnad-se.

> Logodennoù BlueTooth : arveret int gant ur paker BlueTooth kennasket ouzh an urzhiataer. Heñvel eo o arhedad ouzh hini al logodennoù hertzel.

Kennaskerioù al logodenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al logodennoù gant funiom a vez luget ouzh an urzhiataer gant ur c'hennasker PS/2 peurliesañ. Muioc'h mui e vez kavet logodennoù luget ouzh ur porzh USB.