Epic Games

Eus Wikipedia
Logo Epic Games
Epic Games office

Epic Games, Inc. (e anv leun Potomac Computer Systems ha goude-se Epic MegaGames, Inc.) zo un embregerezh c'hoarioù video ha meziantoù stadunanat diazezet e Cary, e North Carolina. An embregerezh a oa bet savet gant Tim Sweeney evel Potomac Computer Systems e 1991. Er penn kentañ e oa bet lec'hiet e ti e dud e Potomac, Maryland. Ur wech embannet e gentañ c'hoari video, ZZT (1991), an embregerezh a oa deuet da vezañ Epic MegaGames e penn kentañ ar bloavezh 1992 ha lakaet e oa bet Mark Rein da brezidant an embregerezh hag evel-se eo chomet abaoe. Ur wech dilojet ar studio e Cary e 1999, e voe krennet an anv evit dont da vezañ Epic Games.