Gouennelouriezh
Iskevrennad eus | prejudice, social inequality, bigotry ![]() |
---|---|
Arvez | black solitude, human race ![]() |
Den heverk | Aristoteles ![]() |
Efed | racial discrimination, racial segregation in the United States, apartheid, racial segregation, Dreistbeliouriezh ![]() |
Enebet ouzh | anti-racism, equality ![]() |
Pleustret gant | racist ![]() |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/racism ![]() |

Foto Sascha Grabow

Ar ouennelouriezh a zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o "gouenn" pe o fobl orin. Meur a abeg a c'hell bezañ roet evel ar perzhioù ar c'horf, pe ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez gant an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.
Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar ouenn, betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag an naetadur etnikel. An diforc'hidigezh dre ar ouenn a zo berzet gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur sistem diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an Nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeud riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel Bed (Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania...).
Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet Gouennlazh ar Yuzevien renet gant an Nazied eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn Gayssot), met n'eus ket tu kaout un c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo den pe den, strollad pe strollad.
Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.