Impalaerouriezh
Iskevrennad eus | expansionism |
---|---|
Pleustret gant | imperialist |
Enebet ouzh | anti-imperialism |
Impalaerouriezh a reer eus politikerezhioù ar broioù a glask astenn o galloud, o aotrouniezh pe o levezon war broioù all ha n’int ket ken kreñv. Gant ar vro c’halloudusañ e vez kemeret he c’hreñv war broioù all disteroc’h, evit sevel un impalaeriezh pe un impalaerded vras. Gallout a ra kement-se degouezhout dre aloubiñ douaroù pe dre zoareoù all, ameeun, a denn da levezoniñ pe mestroniañ gouarnerezh hag armerzh broioù all.
An disoc’h eus ar politikerezhioù-se a weler dre skouerioù a bep seurt, a-hed istor ar bed, gant savidigezh an Impalaeriezh Vongol, an Impalaeriezh Roman, an Impalaeriezh Otoman, an Impalaeriezh Santel Roman alaman, Impalaeriezh trevadennel Portugal, hini Spagn, hini an Izelvroioù, hini Bro-C'hall[1] pe hini Breizh-Veur[2], Impalaeriezh Rusia,[3].
Dont a ra ar ger impalaerouriezh eus ar ger impalaer- hag a zo deuet e-unan eus ar verb latin imperare (« ren », « gourc’hemenn »). Kroget e voe da gomz kalz eus impalaerouriezh evit ober anv eus politikerezhioù trevadenniñ broioù zo eus Europa, evel Belgia, Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Portugal ha Spagn, diwar-goust pobloù Afrika, Azia pe Amerika. Gant impalaerouriezh avat ne reer ket anv hepken eus kreskiñ tiriad ur vro vras pe eus sevel trevadennoù, met ivez eus kontrolliñ pe levezoniñ broioù all hag o armerzh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ottoman Empire, French Empire, Encyclopedia of the Orient (en)
- ↑ The British Empire (en)
- ↑ The Empire that was Russia, Library of Congress, (en)