Mont d’an endalc’had

Kevalaouriezh

Eus Wikipedia

Ar gevalaouriezh (pe kapitalouriezh) a zo ur reizhiad armerzhel ma vez ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an araezioù kenderc'hañ e dalc'h perc'henned prevez, o deus da bal tennañ gounidigezh (buz pe gorvo) diouto. E-touez pennaennoù ar gevalaouriezh emañ dastumadur ar c'hevala, ar marc'hadoù kevezus, pe al labour c'hopret. En un ekonomiezh kevalaour e vez divizet prizioù ar madoù hag ar servijoù gant ar re a gemer perzh en eskemmoù.

Meur a seurt kevalaouriezh a zo, hervez pouez ar gevezusted, roll ar reolenniñ, ha tachenn ar berc'henniezh publik. Menegiñ a c'heller, da skouer, ar gevalaouriezh lezober, ar gevalaouriezh providañs, hag ar gevalaouriezh Stad. Da heul diskar ar c'hladdalc'helezh eo deuet ar gevalaouriezh da vezañ ar reizhiad armerzhel pennañ e broioù ar C'hornôg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.