Pogrom

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pogrom (rusianeg: погром – eus ar verb громить [grʌˈmʲitʲ] "drastañ, tanfoeltrañ, distruj en un doare feuls") a reer eus ur seurt kadabuilh kaset da benn a-enep ur strollad resis, a vefe ur strollad gouennel, etnek, sokial, relijiel hag all, ha termenet dre ar fed da zistruj e diegezhioù, stalioù-labour, lec'hioù sakr ha relijiel.
Ez-istorel, ar ger zo bet implijet e galleg hag e saozneg evit termeniñ ha menegiñ ar manifestadegoù feuls (prederiet ha rakwelet pe get) a-enep ar yuzevien. Implijet ez eo bet ivez evit darvoudoù damheñvel a-enep lod minorelezhioù (peurliesañ). Alies e c'hoarvez muntroù pe lazhadegoù drastus e-kerzh ar pogromoù.