Star Trek (film)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Star Trek
Filmdata
Titl orin : Star Trek
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet :
6 a viz Ebrel 2009
Breizh Breizh :
6 a viz Mae 2009
Yezh orin : Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 munutenn munutenn
Skigner : Paramount Pictures
Boujedenn : 150 milion a zollar
Korvoder gros : 385 494 555 $
Pare
Filmaozer : J.J. Abrams
Produer : J.J. Abrams
Damon Lindelof
Skrivagner : Roberto Orci
Alex Kurtzman
Sonerezh : Michael Giacchino
Alexander Courage
Rener al luc'hskeudenniñ : Daniel Mindel
Frammer : Mary Jo Markey
Maryann Brandon
Aktourien

Chris Pine
Zachary Quinto
Leonard Nimoy
Karl Urban
Zoe Saldana
Simon Pegg
John Cho
Anton Yelchin
Eric Bana
Bruce Greenwood

Heuliad filmoù
En e raok : Star Trek: Nemesis
En e c'houde : Star Trek Into Darkness

"Star Trek" a zo ur film skiant-faltazi amerikan deuet er-maez e 2009. Sevenet eo bet gant J.J. Abrams ha skrivet gant Roberto Occi hag Alex Kurtzman, ha skignet gant Paramount Pictures. Hennezh eo an 11vet film diazezet war frañchiz Star Trek krouet gant Gene Roddenberry daoust ma c'hoarvez en ur gwirvoud-all. Kontañ a ra istor penn-tudennoù an heuliad skinwel orin gant pennoù nevez. Heuliañ a ra troioù-kaer James T. Kirk (Chris Pine) ha Spock (Zachary Quinto) o stourm a-enep Nero (Eric Bana), ur romulan eus an dazont a stourm a-enep Kevread Unanet ar Planedennoù. Krouiñ ur gwirvoud-all a oa evit klask bezañ dieub e-keñver darvoudoù ar filmoù-all hag o redi.

Soñjoù kentañ evit ober ur film a c'hoarvezje a-raok an heuliad skinwel kentañ a zeu eus 1968, met deuet eo en-dro e-pad ar bloavezhioù 1980 e-pad raktres Star Trek VI: The Undiscovered Country a-raok bezañ nec'het gant krouer ar frañchiz. Ar pezh en deus lakaet ar soñj-se war wel en-dro a oa c'hwitadenn Star Trek: Nemesis ha freuzadur an heuliad Star Trek: Enterprise. Ur raktres film a c'hoarvezje goude an heuliad-se a zo bet savet met a-benn ar fin eo bet roet ar raktres da zaou skrivagnerien sot gant Star Trek ha da J.J. Abrams.

Berzh ar film en deus kendrec'het ar studio lañsañ ur rummad teir-oberenn a vo sevenet an hini en e c'houde, Star Trek Into Darkness gant J.J. Abrams c'hoazh ha skrivet gant ar memes tud mui Damon Lindelof a oa rener-arvest Lost (krouet gant Abrams) ha produer Star Trek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra an istor e 2233. Emañ an USS Kelvin o studiañ un anadenn iskis pa zeu ur batimamt er-maez eus an anadenn-se, ur lestr romulian a arsailh lestr ar gevread. Goulenn a ra kabiten al lestr romulian digant kabiten an USS Kelvin Richard Robau dont d'e lestr evit atropiñ met ne c'hortoz ket Robau dont en-dro bev ha neuze a ro e c'halloud da George Kirk. Goulennataet eo Robau war lestr ar Romulianed dwar un den anvet Spock hag a zo dianav da Robau ha lazhet eo goude bezañ diskleriet gantañ an deiziad. Hervez urzhioù Robau a lañs Kirk ar skarzherezh goude e varv pa grog e wreg da wilioudiñ. Rankout a ra tarzh al lestr ouzh hini ar Romulianed gant al levierezh automatel evit sikour ar re-all da skampañ kuit met torret eo bet. Neuze e rank Kirk chom war e lestr ha mervel warnañ evit saveteiñ e wreg, e vab nevez-ganet hag ar re-all.

Bloavezhioù war-lerc'h e teu James T. Kirk (mab George Kirk) da vezañ un den yaouank speredek met rebell. Kendrec'het eo gant Amiral Pikes mont da Starfleet Academy evit dont da vezañ kabiten ha lañs a ra un dae : klask ober gwelloc'h eget e dad. En em gavout a ra Kirk gant McCoy hag Uhura ennañ. E fin e stummadur e tap Kirk test ar c'hKobayashi Maru o falsañ ar poelladoù. Tremen a ra e kuzul disiplin tamallet gant Spock en deus graet an test met harzet eo ar c'huzul gant keloù Vulkan a zo arsailhet gant Nero. Peogwir emañ al lodenn vrasañ eus aerlu Starfleet e korn-all ar c'halaksenn e rank Starfleet kas he yaouerien evit sikour ar Vulkaned. Kirk a rank chom war an Douar peogwir eo suspentet met McCoy a zeu a-benn kemer anezhañ war an Enterprise.

E-pad ar veaj e kompren Kirk eo bet savet ur pej gant Nemo ha dont a ra a-benn kendrec'hiñ Pikes ar gwirionez gant sikour Uhura he deus troet ur gemennadenn iskis eus al lestr romulian. Pa erruont e Vulkan e tizoloont eo bet distrujet pep lestr ar Gevread. Anavezout a ra Nemo an Enterprise ha pediñ a ra Pikes dont d'e lestr en ur lavarout da Spock en deus un dra da ziskouez dezhañ. Pikes a c'houremenn da gKirk, Sulu ha d'un den-all distrujañ an touller-laser a zo o toullañ Vulkan betek he c'halon en ur lakaat Spock da vezañ "kabiten oberiant" ma ne zeu ket en-dro, ha Kirk evel an eil hini. Distrujet eo an touller gant Kirk ha Sulu met re ziwezhat eo. Tarzhet eo ur misil betek kreiz ar blanedenn gant un danvez-ruz iskis ha kregiñ a ra ar blanedenn da vezañ distrujet. Klask a ra Spock saveteiñ ar re henañ eus e bobl met mervel a ra e vamm a-raok dont a-benn bezañ treuzkaset d'al lestr.

Spock ha Kirk n'en em glevont ket diwar petra ober goude. Fallout a ra da gKirk heuliañ Nero en deus divizet mont d'an Douar met Spock a lâr int re vunut e-tal ur pezh-mell lestr galloudus evel hini Nemo ha ret e vefe dezho mont d'an aerlu a-raok divizout un dra bennak. Peogwir ne asant ket Kirk ouzh e urzhioù e ziviz Spock argas anezhañ war ur blanedenn vihan, implijet evel toull-bac'h gant ar Vulkaned e-lec'h ma'z eus bezañs ar Gevread. Goude bezañ bet poursuet gant loened bras eo saveteet Kirk gant ur Vulkan kozh a zo Spock kozh e gwirionez.

Spock kozh a zispleg penaos eo deuet d'an amzer-se en abeg d'e glask saveteiñ planedenn Romulus a oa en arvar da vezañ lonket en ur super-nova. Siwazh n'eo ket deuet a-benn saveteiñ anezhi ha poursuet eo bet gant kasoni Nero betek bezañ lonket e-parzh an toull du savet evit lonkañ ar supernova a-raok distruj Romulus. Goulenn a ra Spock kozh da gKirk chom hep menegiñ anezhañ da Spock yaouank met da genderc'hel e gefridi betek trec'hiñ Nero....

Fichenn deknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet : 6 a viz Ebrel 2009
Banniel Kanada Kanada : 8 a viz Mae 2009
Bro-C'hall Bro-C'hall-Breizh Breizh/Banniel Belgia Belgia/Suis Suis : 6 a viz Mae 2009 (er-maez er bed-holl)
Bro-C'hall Bro-C'hall-Breizh Breizh : 17 a viz Du 2009 (e DVD)

Aktourien hag aktourezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalak an tu-kleiz betek an tu dehou, Karl Urban, Chris Pine, Bryan Burk, Zachary Quinto, J.J. Abrams, Eric Bana ha John Cho, a-raok abadenn gentañ eOpera Sydney d'ar 7 a viz Ebrel 2009.


Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lore[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Oscar 2010 : fard gwellañ.
  • Saturn Awards 2010 : fard gwellañ.
  • Empire Awards 2010 : film skiant-faltazi gwellañ.

Anvet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Oscar 2010 : son gwellañ, frammañ son gwellañ, efedoù gwel gwellañ.
  • Saturn Award 2010 : sevener gwellañ (evit J.J. Abrams, dekorioù gwellañ, film skiant-faltazi gwellañ, efedoù ispisial gwellañ, senario gwellañ.
  • BAFTA 2010 : son gwellañ, efedoù gwel gwellañ.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikidata
Un data a c'heller kavout evit ar bajenn Star Trek (film) war Wikidata.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saga Star Trek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Filmoù diazezet war hollved Star Trek, o adkemer tudennoù an heuliad skinwel orin hep adkemer an amzerañ orin :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]