Lost (heuliad skinwel)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Losta zo un heuliad skinwel krouet e 2004 gant J.J. Abrams, Jeffrey Lieber ha Damon Lindelof hag a bade c'hwec'h marevezh etre 2004 ha 2010.

Un istor a denn d'ar skiant-faltazi a gont Lost. Da gentañ ne gont nemet istor tud chomet bev goude ur gwallzarvoud karr-nij etre Sydney ha Los Angeles a gouezhas war un enezenn didud. Gant red an amzer e vez diskouezet muioc'h-mui a draoù iskis war an enezenn-se a laka war-wel bezañs tud all anvet "ar Re all" ha roudoù ur stasion skiant liammet bras ouzh istor an enezenn-se.

Anavezet eo an heuliad skinwel-mañ evit e vojennerezh ledan hag a lakae an heuliad da vezañ diaes a-walc'h da heuliañ dre zegouezh. Kendalc'het eo bet an heuliad gant filmoù-berr anvet Missing Pieces ha gant ur film-berr a bade 11 munutenn anvet The New Man In Charge.

Ur berzh bras en deus bet Lost a-hed an amzer ha gounezet en deus kalz a brizioù. Koulskoude en deus kollet un niver-mat a arvesterien e marevezhioù diwezhañ hag en un doare forc'hellek eo bet degemeret fin an heuliad, a oa mat-tre evit tud zo ha fall-tre evit tud-all.